Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/279

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17 a Ebrel
271
sant aniset, pab ha merzer

a risk a ioa c’hoaz evitho da veza touellet ha gounezet gant ann heretiked. Ar pennou braz etouez ar re-ma a ioa en em zastumet e Rom evit klask ampouezouni ar feiz enn he zoursenn, enn eur zevel kador ar Gaou e kichen kador ar Virionez. Rom a ioa galvet gant Doue da veza ar vestrez kear euz a rouantelez Jezuz-Krist var ann douar, hag ar fals doktored-se o doa c’hoant da ober anezhi ar vestrez kear euz a rouantelez Satan. Mes Aniset a ioa eur pastor eveziant, hag he zaoulagad a veze ato digor evit dizelel finesaou ann drouk-spered ha labour he vevellien. Ne espernaz netra evit diarbenn ha trec’hi ann heretiked, ha bez’en devoue ann eur da velet ann dud fidel o trei kein d’ezho hag oc’h ober fae var ho c’henteliou.

Doue a zigasaz d’he zikour ann tri zen brudeta a ioa neuze er bed katholik, sant Polikarp, Sant Justin, ha sant Hejezip. Sant Polikarp a deuaz da Rom da c’houlenn kuzul digant ar pab divar benn meur a dra hag a zelle ouz mad ar relijion, hag ann daou zant-ma a roaz ann dorn ann eil d’egile evit difenn guirioneziou ar feiz a enep prezegerien ar Gaou. Epad m’edo e Rom, sant Polikarp a reaz da eur maread heretiked dilezel ho c’hredennou faoz, enn eur rei testeni d’ezho oa kountrol ar c’hredennou-ze d’ar pez en devoa desket he-unan gant ann Ebestel.

Sant Justin a ioa dija e Rom pa oue hanvet sant Aniset da bap. Ar zant-se a ioa bet savet e relijion ar baianed; mes en em c’hreat oa kristen eunn tachad a ioa, ha goudeze oa en em dennet e Rom. N’en doa ken ioul nemed da skleraat d’he dro sperejou ar re all, hag evit kement-se e skrivaz meur a levr evel on euz dija guelet enn he vuez.

Sant Hejezip a deuaz ive da Rom enn amzer sant Aniset. Sant Hejezip en doa heuliet da genta relijion ar Iuzevien; mes ne zaleaz ket da anaout n’edo ket var ann hent mad, hag eur vech gounezet da Jezuz-Krist e poaniaz ive da zifenn ar feiz katholik ha dre he gomzou ha gant he bluenn. Chom a eure ugent vloaz e Rom, hag epad ann ugent vloaz-ma e lakeaz dre skrid ha dioc’h renk kement