Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/261

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9 a Ebrel
253
santez valtrud, intanvez

spountaha rei d’ezhi da gredi ne c’hellje ket padout da ren eur vuez ker kalet, hag e teuje da skuiza ha da inoui gant ann amzer. Avechou all erfin ec’h en em ziskoueze dirazhi dindan furm eunn den, hag e veze zoken hardis aoualc’h evit kregi enn he dorn. Mes, dre ar iun hag ar bedenn ha dre nerz sin ar groaz, Valtrud a oue treac’h ato da holl ardou ann aerouant.

Ar brud euz he vertuziou a reaz da eur maread merc’hed iaouank hag intanvezed kaout avi ouz he feson da veva. Goulenn a rejont beza resevet enn he c’houmpagnunez evit deski ganthi skiant ar Zent. Valtrud ho resevaz hag evelse e teuaz he zi da veza eur gouent leanezed el leac’h ma rene ar peoc’h hag ar garantez evel ma renont etouez ann elez. Ar Zantez a oue ann abadez pe ar zuperiorez genta euz ar gouent nevez-ma.

Petra bennag m’e devoa lezet he danvez gant he bugale, Valtrud e deveze c’hoant bepred da rei eur zikour bennag d’ar beorien. Hogen; Doue a rekoumpansaz meur a vech he bolontez vad enn eur lakaat he arc’hant da greski pa felle d’ezhi ober aluzenn. Doue a ziskleriaz c’hoaz he zantelez dre viraklou all. Eunn droiad e oue digaset d’ezhi eur c’hrouadur hag a ioa prest da vervel: n’en doa debret tamm pevar devez a ioa. « — Enn han’ Doue, eme ar vamm geaz, lakit ho torn var va bugel, ha marteze e pareo. » Valtrud a reaz ar peza c’houlennet diganthi, ha kerkent ar c’hrouadur a bareaz.

Eur pennadik goudeze e oue digaset eur bugel all hag a ioa nevez ganet. Hema a ioa kersempl ha ken toc’hor ma’z oa aoun na varvche heb badiziant. Mes Valtrud a ra sin ar groaz varnhan, ha ker buhan ar c’hrouadur a ra eur skrijadenn, a laosk eur c’hri hag a zigor he zaoulagad. Ar bugel-ze a ieaz da velek pa oue deuet da veza braz hag a jomaz da goza var ann douar.

Santez Valtrud a varvaz er bloaz 686, e tro ann oad a dri-ugent vloaz, hag a-c’houdevez kear Mons e deuz choazet anezhi evit he fatrounez.


SONJIT ERVAD

O veza merc’h da zaou zant, c’hoar da eur zantez ha pried da eur zant all, Valtrud n’oa ket evit mankout da veza santez he-unan. Euruz