Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/26

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
18
7 a C’henver
sant lusian, belek



ar seizved devez a viz genver


SANT LUSIAN, BELEK HA MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz ar Sirii. O veza kollet he dad hag he vamm d’ann oad a zaouzek vloaz, e lezaz peb studi all a gostez evit implija he holl amzer o studia ar Skritur Sakr. Kement a blijadur en doa o lenn komzou Doue ma tize a veac’h kousket enn noz. Ha c’hoaz, araok ober he bennadik kousket, e chome pell hag hirr da bedi Doue var bennou he zaoulin, hag epad ma pede ann daelou a rede puill euz he zaoulagad.

C’hoant mont da velek en devoa, hag abalamour da ze ez eaz da Antioch. Eno e oue beleget, ha neuze n’en devoue mui ken sonj na ken ïoul nemed da labourat evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Ouspenn ar zervich en doa da ober var dro ann iliz, e falvezaz d’ezhan digeri eur skol e kear evit ann dud iaouank. Evelse e teuaz heb dale da veza brudet dre he zeskadurez evel ma’z oa dija dre he vuez devot ha vertuzuz.

Etre daou, ann impalaer Maksimin a zougaz eul lezenn a varo a enep ar gristenien, ha Lusian a ieaz da guzat, var ar meaz ; rak klevet en doa oa urs da gregi ennhan da genta, abalamour d’ar vad a rea ha d’ann istim a ioa evithan. Mes diskuillet e oue gant eur c’hristen hag en doa nac’het he feiz, ha kaset da Nikomedii, el leac’h m’edo ann impalaer.

Enn eur vont di, ar Zant a erruaz gant eur vandenn zoudardet hag o doa ive troet kein d’ar relijion gristen p’oant bet galvet dirak ar varnerien. Raktal e komzaz evelhenn ouz ar zoudarded-se : « — N’oc’h euz ket a vez, emezhan, da veza bet ken digaloun ? Petra ! Merc’hed ha bugaligou vihan a zo bet joa gantho skuilla ho goad evit Jezuz-Krist, ha c’houi, soudarded. oc’h euz krenet dirak ar vourrevien ! Penaoz eta e c’hellot-hu riskla