Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/258

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
250
8 a Ebrel
sant perpet, eskop

eskop e Tour, e labouraz aketuz da lakaat urs e peb tra enn he eskopti. Dougen a eure lezennou leun a furnez ken evit ann dud a iliz, ken evit ar bobl : unan euz al lezennou-ma a goundaone ann nep a vije bet mezo da jom eur miz heb tostaat ouz ar gommunion.

Sant Perpet en devoa eunn devosion vraz evit ar Zent, ha ne gave morse re vrao ann ilizou a veze savet enn ho henor hag ar voestou a veze great da lakaat ho relegou. Kement a dud a deue da bardouna var bez sajnt Martin ma n’oa ket mui a blas aoualc’h evitho enn iliz a ioa bet savet gant sant Bris. Perpet a reaz sevel unan nevez, kalz brasoc’h ha kalz kaeroc’h eged ann hini goz, ha pa oue echu ha konsakret, e lakeaz kas di korf ar Zant. Eunn iliz all a zavaz c’hoaz e kear enn henor d’ann ebestel sant Per ha sant Paol, hag eur maread re all var ar meaz.

Mes ar vertuz a remerket ar muia er zant-ma oa he garantez evit ar beorien. Netra ne ziskouez guelloc’h ar garantez-se eged ann testamant a reaz er bloaz 475, pemzek pe c’houezek vloaz araok he varo. Dre ann testamant-ma, da genta, e pardoune ho dle da gement hini a vanke d’ezhan eunn dra bennag. Goudeze e roe he levriou d’he iliz kathedral hag e stage outhi tammouigou leve; mes ann nemorant euz he zanvez a zine holl d’ar beorien. Setu ama penaoz e komze :

« Enn hano Jezuz-Krist, evelse bezet great ! Me, Perpet, pec’her hag eskop Tour, am euz c’hoanteat diskleria ama va bolontez diveza abarz mervel, gant aoun na ve ankounac’heat ann dud paour goude va maro ha n’o defe ket ho lod euz va heritach. O c’houi a zo da dosta d’am c’haloun, c’houi, va breudeur muia karet, va c’hurunenn, va joa, va aotrounez ha va bugale! C’houi, peorien Jezuz-Krist, a zo bepred enn dienez hag a renk mont da glask ho poued; c’houi tuk klanv, intanvezed hag emzivaded keiz! Me hanv hag a ra ac’hanhoc’h heritourien euz va ho danvez, nemed ar pez am euz dija testamantet d’an iliz kathedral. Me a ro d’ehoc’h eta, dre ar skrid-ma va holl douarou, douarou labour ha douarou peuri, va