Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/250

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
242
5 a Ebrel
sant visant ferrier

Ober a rea he-unan ar pez a verkaz goudeze enn eul levr en deuz skrivet divar benn ar Vuez Santel. « Ha c’houi a fell d’ehoc’h, emezhan, studia gant frouez ? Enn ho studi klaskit kentoc’h en em zantifia eget dont da veza habil. Goulennit sklerijenn digant Doue muioc’h c’hoaz eget digant ho levriou, ha pedit-hen da rei d’ehoc’h ar c’hras da goumpren ar pez a lennit. Ar studi a skuiz ar spered hag a zizec’h ar galoun. It a vare da vare da ziskuiza eharz treid Jezuz-Krist hag enn he c’houliou sakr ; eur pennadik diskuiz eno a roio eur sklerijenn nevez d’ho spered hag eunn nerz nevez d’ho kaloun. »

Ar zant-ma a viskaz sae ar venac’h euz a Urs sant Dominik d’ann oad a drivac’h vloaz, ha goude m’en devoue great he veniou, e oue karget d’he dro da ober skol d’ar re all. Mes, a greiz m’edo o rejanti, e oue great d’ezhan ive prezeg, hag heb dale en devoue brud da veza eur prezeger dispar. Hogen, eharz treid he grusifi eo e rea ato he zarmouniou, hag ac’hano e teue d’ezhan ann nerz hag ann tan a remerket enn he gomzou pa veze er gador.

Goulskoude ann drouk-spered ne espernaz netra evit he goll, hag en em zervichaz euz a eur plac’h fall evit he zougen d’ar pec’hed. Mes, e leac’h beza gounezet gant ar plac’h fall-ze, ar Zant a c’hounezaz anezhi da Zoue : kuitaat a eure a-grenn he dizurziou ha ren a reaz hiviziken eur vuez a binijenn hag a skouer vad.

Ar pab Beneat XII o veza kemennet da Visant mont da Avignon, ar Zant a gouezaz toc’hor er gear-ze. Edo dija var he dremenvan p’en em ziskouezaz hor Zalver dirazhan, e kreiz etre sant Dominik ha sant Fransez a Asiz. « — Visant, eme hor Zalver, sao alese ; kea da brezeg d’ar bec’herien ha lavar d’ezho hasta affo chench buez ; rak heur va barnedigez a zo prest da zini. » Ar Zant a bareaz raktal, hag a zentaz oc’h ann urs en doa bet digant Jezuz-Krist kerkent ha m’en devoue kounje digant ar pab.

Epad ouspenn ugent vloaz, e redaz dre ar bed evel misioner abostolik gant pemp manac’h all a ioa oc’h