Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/247

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4 a Ebrel
239
sant izidor, eskop ha doktor



SONJIT ERVAD

Santelez a dal hirroc’h eget deskadurez. Kalz zo hag en em goll dre ho deskadurez, ha den ne c’hell en em zavetei heb ar zantelez. Ouspenn-ze, Doue a ro sklerijenn da spered ann dud santel, hag evelse ar re-ma a c’hell avechou ober skol d’ann dud desket, evel a reaz sant Beneat da eunn doktor a Balerm. Labourit eta dreist peb tra d’en em zantifia, ha ne glaskit ann deskadurez nemed var marc’had ar zantelez; rak ann deskadurez heb ar zantelez n’eo mad nemed d’ho kas d’ann ifern, ha petra zervicho d’ehoc’h beza bet eunn den habil epad ar vuez-ma, mar bezit daonet goudeze da viken ?






ar pevare devez a viz ebrel


SANT IZIDOR, ESKOP HA DOKTOR EUZ ANN ILIZ
————



Ar zant-ma a ioa mab da c’houarner Karthajeenn e Spagn, ha breur da zant Leandr, da zant Fuljans ha da zantez Florentina. Kaset e oue abred d’ar skol, mes n’oa ket goest da zeski, var he veno, ha setu hen ha dizerti evit dont d’ar gear. Hogen, var he hent ez oa eur puns, hag e kichen ar puns-ma eur mean hag a ioa roudennet anat gant ann dour o tivera varnhan. « — Sell, eme Izidor, ann dour en deuz bet nerz aoualc’h da doulla ar mean kalet-se, hag ar c’henteliou a vez roet d’inn-me ne c’hellfent ket ober eunn toull em spered ! » Var ar zonj-se e tistroaz d’ar skol hag e stagaz d’ar studi evel ma stag eunn den d’al labour pa fell d’ezhan hen ober koustet pe gousto.

Doue a rekompansaz anezhan evit he boan, hag abarz nemeur e oue treac’h dre he zeskadurez da holl dud he vro ha da holl dud he amzer. Bez’e oue ar brasa doktor a roaz ar Spagn d’ann Iliz, hag ar pab sant Leon IV a lavare e tliet ober kement a istim euz he skridou hag euz a re sant Jerom ha sant Aogustin.

Mes ive, e kreiz he studi, Izidor ne golle morse ar zonj a Zoue. Ar pez a glaske dreist peb tra oa gloar Doue he zilvidigez he-unan ha silvidigez he nesa. O veza c’hoaz iaouank, ec’h en em lakeaz da zifenn ar feiz ka-