Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/242

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
234
2 a Ebrel
sant fransez a baol


Heb dale ne oue ken hano dre ar vro nemed euz a Fransez a Baol, ha gant ann amzer eur maread tud a c’hoanteaz dont da zeski ganthan ann doare d’en em zantelaat. Fransez a guiteaz neuze he garrek kleuz, hag a reaz sevel eur gouent evitho. Evelse e teuaz da veza ar fondatour euz a eunn Urs nevez a venac’h hag a falvezaz d’ezhan a vije hanvet Minimed, da lavaret eo, ar re zistera euz ann dud.

Ann Urs-ma a zo striz meurbed, ha goulskoude ec’h en em skignaz buhan, n’e ket hebken e rouantelez Napl, mes c’hoaz er Sisiil, ha zoken er meaz euz ann Itali. Ar pez a oue kaoz euz ann dra-ze oa ar burzudou a rea ar Zant. Ann donezoun a viraklou hen heulie e peb leac’h.

Eur mab d’he c’hoar en doa bet c’hoant da vont d’ar gouent ; mes n’oa ket bet lezet gant he vamm. Dont a reaz ar maro d’ezhan, hag he vamm alavare : « — Va mab ne vije ket bet marvet mar karjenn beza he lezet da vont da vanac’h. » Pa oue echu offerenn ann enterramant, Fransez a lavaraz kas korf he niz dhe gambr e leac’h hen lakaat er bez, ha raktal e roaz ar vuez d’ezhan adarre dre he bedennou. Goudeze e tiskennaz da gaout he c’hoar : « — Ac’hanta, emezhan, ma vije beo da vab, he lezel a rafez brema da vont d’ar gouent? » « — Euz a greiz va c’haloun, » emezhi. Kerkent ar Zant a red d’he gambr, a visk sae he Urs d’ann den iaouank hag a zistro ganthan d’al leac’h m’edo he c’hoar, enn eur lavaret : « — Sell, setu ama da vab gant he zae a vanac’h. »

Ar brud euz ar burzudou a rea Fransez a erruaz betek Loiz XI, roue Frans. Ar roue-ma n’oa ket iac’h eunn tachad a ioa, ha ne vellea tamm, kaer en doa bet gelver var he dro ar vedisined ar re habila hag implija a bep seurt louzeier. Sonjal a reaz e c’hellje ar Zant he barea dre virakl, ha setu perak e lakeaz pedi anezhan da zont d’he velet. Mes Fransez a respountaz ne raje ket eur veach a bevar c’hant leo evit mont da velet eur roue ha ne c’houlenne eur mirakl diganthan nemed abalamour m’en doa aoun rak ar maro. Neuze Loiz XI a bedaz roue Napl da gomz evithan; mes ar Zant ne zelaouaz ket roue