da vont da eul leac’h gouez euz he eskopti, hanvet ar Chartreuz. Prest goude, seiz den a deuaz da c’houlenn diganthan eur plas distro bennag da ober ho ermitach : ar seiz den-ma oa sant Bruno hag he c’houec’h koumpagnoun. Ar Zant a anavezaz dioc’htu oa hi ar seiz steredenn en doa guelet dre he gousk. Ho c’has a eure he unan d’ar Chartreuz, ha sevel a rejont eno eur gouent hag a zo c’hoaz hirio enn he za.
Hug a garie mont di aliez ; n’en doa ket brasoc’h plijadur eged o veza etouez ar venac’h-se, ha beva a rea gantho egiz pa vije bet ann distera euz ar gouent. Avechou sant Bruno a gemere ann hardisegez da lavaret d’ezhan : « — Poent eo d’ehoc’h distrei d’ar gear : ho tenvet o deuz ezomm ac’hanhoc’h. » Hug a zente var ann heur ; mes, pa veze bet eur pennad e Grenobl, ez ea adarre d’ar Chartreuz. Evit ac’hano, enn he balez zoken e veve evel eur manac’h. C’hoant en doa bet da verza he gezek ; mes sant Bruno hen dizaliaz da ober ann dra-ze gant aoun na vije lavaret e koundaone ann eskibien all.
Ar zant-ma a veze ato gant ar re genta o tifenn ann Iliz hag ar pabed, pa veze great brezel d’ezho : n’en deveze neuze damant ebed da zen, ha ne zelle nag ouz kar nag ouz mignoun. Evelse, e konsil Vienn, e reaz teuler ann eskummunugenn var ann impalaer Herri V abalamour m’en doa prizouniet ar pab Paskal II, hag e konsil Vele e oue kaoz ive ma oue eskummunuget Per Leon abalamour ma felle d’ezhan en em lakaat e plas ar pab Innosant II. Goulskoude Per Leon hag he dad a ioa bet mad evithan guech all.
Ann eskop santel en doa klasket meur a vech rei ann dilez euz he garg ; mes n’en doa ket bet a gounje digant ar pabed. Daou-ugent vloaz a ioa ma veze dalc’h-mad, kouls lavaret, gant ar boan benn hag ar boan stomok : abarz ar fin e renkaz chom dar guele. Neuze evelato ec’h obtenaz ma vije sakret eunn eskop all enn he blas, ha prest goude e varvaz gant joa, d’ar c’henta a viz ebrel euz ar bloaz 1132, oajet a ouspenn pevar-ugant vloaz.