Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/237

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31 a Veurs
229
sant benjamin, merzer

a c’halvaz ann eskop da vont d’he gaout, hag a roaz urs d’ezhan da zevel ann templ a nevez. Abdas a respountaz n’her graje ket, ha kerkent ar roue en em lakeaz da ober goall vuez d’ar gristenien hag a reaz diskar kement iliz o devoa.

Etouez ann dud fidel hag ann dud a iliz e oue eur maread hag a roaz testeni da Jezuz-Krist o skuill ho goad dre garantez evithan. Unan anezho oa Benjamin. Hema a ioa eunn avieler devot meurbed, ha ne ehane, e goeled he galoun, d’en em ginnig e sakrifis da Zoue eharz treid ann aoteriou. Ar roue a c’hourc’hemennaz he gas dirazhan, ha Benjamin a ieaz raktal evel eunn den n’en deuz aoun rak netra abalamour m’ema he goustians e stad vad.

« — Me a ordren d’ehoc’h, eme ar roue, trei kein d’ho relijion evit adori hon doue-ni. »

Benjamin a ioa leun a fizians er c’homzou-ma a lavaraz guech all hor Zalver d’he ebestel: « — Pa viot dirak ar rouaned pe ar varnerien, ne studiit ket ho kentel evit gouzout penaoz respount ha petra da respount: ar respount o pezo da ober a vezo lakeat gant Doue var ho muzellou. »

« — Prins, emezhan, petra rafac’h da eunn den hag a zilezfe ho servich evit servicha eur roue all ? »

« — Petra rafenn ? eme ar roue ; ann den-ze n’en defe nemed ar maro da c’hortoz euz va ferz. »

« — Mad, eme Venjamin, ma virit eunn den evelse ar maro, petra ne virit ket ann hini a deufe da drei kein da grouer ann env hag ann douar evit ober he zoue euz a eunn dra krouet, evit rei da eunn dra krouet ann henor n’eo dleet nemed d’ar c’hrouer ?

Ar c’homzou-ma a lakeaz drouk er roue, ha setu hen ha lavaret lemma begou ugent korzenn, ha sanka ar c’horzennou-ze d’ann avieler santel dindan ivinou he zaouarn hag he dreid. Mes peger kriz bennag ma’z oa he boan, Benjamin ne fallgaloune ket, hag ar joa a bare bepred var he dal.

Ar roue a egare o velet kement all. Kredi a rea e klaske ar merzer iaouank ober goab anezhan. Ordren a