Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/23

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
6 a C’henver
15
gouel ar rouanez

Simeon a c’houlennaz eur skeul evit diskouez oa prest da zenti. Neuze e oue anavezet n’edo eno nemed dre volontez Doue, hag e oue lezet e peoc’h.

Ar zant-ma a varvaz var dro ar bloaz 160, en eur zoubla he benn da bedi hervez he gustumm : nao bloaz ha tregont en doa tremenet var he biller. He gorf a oue enterret e kear Antioch gant eur zolanite vraz.


SONJIT ERVAD

Sant Simeon a ioa prest ato da zenti ouz he zuperiored. Ar zentidigez eo ar guella merk evit anaout ar guir devosion. Kaer en defe eunn den mont aliez da govez, lavaret pedennou hirr, ha zoken iun hag ober pinijennou all, ma ne fell ket d’ann den-ze senti ouz he zuperiored, n’en deuz nemed eunn devosion faoz ha danjeruz evit he zilvidigez.





ar c’houec’hved devez a viz genver.


GOUEL AR ROUANEZ
————


Goude m’oa ganet hor Zalver e Bethleem, tri roue euz a gostez ar Zao-Heol a deuaz d’he glask da Jerusalem. Eur steredenn mirakuluz e devoa roet da anaout d’ezho oa ganet erfin ar Mesias m’edo ar bed holl var c’hed anezhan, ha raktal o doa sonjet en em lakaat enn hent evit mont d’he adori. Ar steredenn mirakuluz a gerze