Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/223

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 a Veurs
215
gouel maria-veurs

niget oc’h dreist ann holl gragez. » Ar Verc’hez a ioa nec’het o klask gouzout petra zinifie ar c’homzou-ze. Mes ann eal a lavaraz d’ezhi: « N’o pezet aoun ebed, Mari; rak kavet oc’h euz gras dirak Doue. Dont a rann da lavaret d’ehoc’h e konsevot hag e lakeot er bed eur mab hag a hanvot Jezuz. Ar mab-se n’en devezo ket he bar, hag hanvet e vezo mab ann Hini a zo dreist peb tra. Doue a roio d’ezhan tron David, he dad, ha ren a raio da virviken e ti Jakob.»

Neuze Mari a lavaraz d’ann eal: « — Penaoz ec’h erruo ann draze? Va fried ha me a vev hon daou evel breur ha choar. » Mes ann eal a respountaz : « — Ar Spered-Santel a ziskenno ennhoc’h hag ann Hini a zo dreist peb tra ho koloio gant skeud he c’halloud. Setu perak ar frouez santel a lakeot er bed a vezo hanvet Mab Doue. Elizabeth, ho kiniterv, e deuz ive, hag hi koz dija, konsevet eur mab hag a dle genel a benn tri miz ama. » « — Mad, a lavaraz Mari erfin, ne zervichann ken mestr nemed Doue ; ra vezo great eta em c’henver hervez m’oc’h euz komzet. »

Kerkent ann eal a ieaz kuit, ha Mab Doue, ann eil fersoun euz ann Dreinded sakr hag adorabl, en em c’hreaz den e korf chast ar bura euz ann holl grouadurien. Mab Doue en em c’hreaz den, da lavaret eo, e kemeraz eur c’horf hag eunn ene henvel oc’h hon re-ni. He gorf a oue furmet gant ar Spered-Santel euz a c’hoad ar Verc’hez, hag he ene a oue krouet gant Doue evel eneou ann dud all. Mes ar c’horf hag ann ene-ma ne dlient ket ober eur persounach nevez. E Mab Doue en em c’hreat den ez euz diou natur, natur Doue ha natur ann den ; mes n’ez euz nemed eur persounach hebken, persounach Mab Doue.

Setu aze mister ann Inkarnasion, pe mister Mab Doue en em c’hreat den evidomp. Evelse e oue sevenet ar bromesa great gant Doue d’hon tud kenta raktal goude ho fec’hed, ha konsevet ar Mesias pe ar Zalver m’edo ann holl boblou var c’hed anezhan. Ar Zalver-ze eo Jezuz-Krist, hag a zo Doue evel ann Tad hag ar Spered-Santel ; rak-se ar Verc’hez, he vamm, a zo e guirionez mamm da Zoue. Abalamour ma’z eo mamm da