Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/218

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
210
23 a Veurs
sant viktorian, merzer

gant eul lealded heb he far p’en em lakeaz Hunnerik, roue ar Vandaled, da ober goall vuez d’ar gristenien gatholik. Ar prins-se a ioa eunn heretik a heurtet, hag a felle d’ezhan ne vije mui nemed heretiked enn he rouantelez. En em gemeret a reaz da genta oc’h ar guerc’hezed konsakret da Zoue, ha goudeze ouz ann dud a iliz: tost da bemp mil euz ar re-ma, heb kounta ouspenn pevarc’hant eskop, a oue kaset gant-han er meaz euz ar vro. Abarz ar fin ec’h en em gemeraz ive oc’h ann dud fidel.

Eur maread kristenien katholik a ioa bet dija lakeat d’ar maro pa erruaz tro Viktorian. Ar roue a espere gounit ar gouarner dre gomzou flour ha dre bromesaou kaer. Karga a eure eta unan bennag da lavaret d’ezhan euz he berz : « — Ma kirit chench relijion, Viktorian, me a roio d’ehoc’h ar renk kenta etouez va offiserien, ha n’em bezo ket brasoc’h mignoun egedhoc’h. » Mes ar gouarner a respountaz kerkent : « — Trugarekaat a ran ar roue euz ar merkou a vadelez hag a henor a c’hoanta rei d’inn ; ne gavo ket etouez he zujidi eunn all sentusoc’h egedon-me, pa vezo hano euz he zervich. Mes, mont eneb d’am c’houstianz ne rinn biken, petra bennag a oufe d’ober d’inn. Me zo leun a fizians e Jezuz-Krist, va Doue ha va Zalver. Livirit eta d’ar roue va c’houndaoni, ma kar, da veza devet ez-veo, pe debret gant al loaned, pe bourrevet enn eur feson all bennag. Evit chench relijion avad, biken n’her grinn ; da betra e talvezfe d’inn beza bet badezet enn Iliz katholik, ma teufenn brema da nac’h va feiz ? Ha pa ne ve ket zoken eur vuez all varlerc’h houma, ne garfenn ket, evit eur vogedenn a henor hag a c’hloar, beza ken digaloun-ze e kenver va c’hrouer, goude m’en deuz great d’inn ar c’hras d’he anaout. »

Hunnerik a ieaz enn egar pa glevaz ar respount-ma, hag a roaz urs da vourrevi ar Zant goasa ma vije gellet. Da genta, e oue torret d’ezhan he izili, ha goudeze e oue skuillet eol bero varnho hag e oue dispennet he gorf gant eur gribin houarn. Mes Viktorian a c’houzanvaz ann holl dourmanchou-ze gant joa ; treac’h e oue be-