nemed displijadur gant he fried epad ann dek vloaz ma vevchont asambles.
Adorno a garie ann ebatou hag ann henoriou, ha dre he zispignou foll e foranaz he zanvez hag hini he c’hreg. Mes n’e ket ann dra-ze eo a rea ar muia poan da Gatell: ar pez a ranne he c’haloun oa guelet ar vuez direol a rene he fried. Ne ehane da c’houlenn evithan ar c’hras da zistrei ouz Doue, hag he fedenn a oue selaouet erfin. Adorno a jenchaz, a ieaz e Trede-urs sant Fransez, hag a varvaz goudeze evel eunn den leun a feiz hag a zevosion.
Azalek ar c’houec’hved blavez goude m’oa bet dimezet, ar Zantez e devoa darempredet eunn tammik ar bed. N’e ket m’e devije he c’houstians netra a bounner da rebech d’ezhi ; mes ne jome mui ken aketuz enn he zi, mont a rea avechou da heul ann introunezed all, hag evelse oa laoskeat eunn nebeudik e servich Doue. Pa deuaz da veza intanvez, e devoue kement a geuz d’ann dra-ze ma’z oa prest da anzao he faot dirak ann holl, ha da rapari ar pez a hanve he leziregez dre ar pinijennou ar re galeta. Jezuz-Krist en em ziskouezaz dirazhi sammet gant he groaz, ha divar neuze n’e devoue mui ken ioul nemed da gaout poan da c’houzanv evel he Zalver.
Ar pez a garie dreist peb tra oa medita ; mes ann oberiou a drugarez a blije d’ezhi ive. He-unan e serviche ann dud klanv enn hospitaliou, ha pourvei a rea da ezommou holl beorien kear, pa c’helle ho anaout. He iuniou a ioa dreist-ordinal, ha tremen a eure tri goraiz var’nn ugent ha ken aliez a azvent heb dibri eunn eskenn. Bemdez avad e kommunie, ha bep ar mare ec’h eve eur verennad zour gant eur banne guinegr hag eur meutadik c’hoalenn enn he douez.
Epad ann nao bloaz diveza euz he buez, Katell e devoue eur c’hlenved estranch, hag ar vedisined, kaer o devoa, ne gavent louzou ebed ouz ar c’hlenved-se. Da c’houeliou ar zent, e stage outhi kement poan o deveze bet ar zent-ma da c’houzanv var ann douar. Eur pennad araok he maro, ar gommunion a ioa he holl magadurez, ha ne c’helle mui kemeret tamm boued all ebed.