Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/210

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
202
20 a Veurs
sant sirill a jerusalem

skedusoc’h eged ann heol. Ar groaz-se ne oue ket remerket gant eunn den pe zaou hebken, mes gant holl dud kear ; rak chom a eure enn ear epad meur a heur dioc’htu, hag astenn a rea he divreac’h betek menez Olived. Ar bobl holl a redaz d’ann iliz da drugarekaat Doue asambles gant he eskop, hag ar baianed ho-unan a lavare evel ar gristenien : « — Mil bennoz d’ehoc’h, Salver Jezuz ! »

Sant Sirill a veve enn amzer sant Athanaz, hag en devoue, evel ar zant-ma, kalz da c’houzanv a berz ann Arianed. Tamallet e oue e faoz gantho ha torret euz he garg a benn diou vech. Neuze ec’h en em dennaz e kear Tars er Silisii, hag eno e chomaz betek maro ann impalaer Konstans. Pa oue pignet ann impalaer Julian var ann tron, e c’hellaz distrei d’he eskopti, hag eur vech distro e labouraz heb ehana da zigas adarre var hent ar vertuz hag ar virionez ar gristenien a ioa eunn tammik faziet divarnhan.

Ann impalaer Julian a ioa bet badezet ; mes goudeze en doa dilezet servich ar guir Doue evit adori doueou ar baianed. Gant ar gounnar en doa ouz ar relijion gristen, ann impalaer-ze a falvezaz d’ezhan lakaat ar bropheted ha Jezuz-Krist he-unan da c’haouiaded. Ar bropheted o devoa diskleriet guech all e teuje eunn amzer ma n’o devije mui ar Iuzevien na roue, nag aoter ebed da ginnig sakrifisou da Zoue hervez ho lezenn, hag hor Zalver en doa lavaret ive, enn eur gomz euz a dempl Jerusalem, ne jomje ket anezhan daou vean ann eil var c’horre egile. Setu petra ioa erruet p’oa bet kemeret kear Jerusalem gant arme Titus, mab ann impalaer Vespasian. Templ ar Iuzevien a ioa bet diskaret ha dismantret-holl, hag ar Iuzevien ho-unan kaset tu-ma tu-hont evel esklavourien dre gement korn a ioa er bed.

Ann impalaer Julian a zonjaz ho gelver da vont adarre da Jerusalem, ha sevel a nevez evitho ann templ o doa eno guech all. Kemeret a eure ar mizou enn he gount, ha raktal e oue staget d’al labour. Mez pa’z ejot da glask lakaat ar vein genta, goude beza diatredet plas ann templ koz, flammou-tan spountuz a zilammaz euz ann douar