sant Gabriel eo chef ar Cherubined hag he hano a zinifi Nerz Doue.
Evit teuler evez euz ann dud, euz ar c’heariou hag euz ar rouanteleziou, Doue en em zervich euz ar c’heuriou izela etouez ar sperejou euruz, da lavaret eo, euz ann elez hag euz ann arc’helez. Mes, p’en deuz eunn dra vraz bennag da ziskleria d’ar bed, p’en deuz da zigas var ann douar eur c’helou hag a zell ouz ar bed holl. Doue a joaz he gannaded er c’heuriou huela, hag ar c’hannaded-ma a hanver neuze ive elez pe arc’helez petra bennag m’o deuz eunn hano all er baradoz. Evelse, petra bennag m’eo sant Gabriel chef ar Cherubined, e reomp anezhan evelato ann arc’heal Gabriel, abalamour ma oue choazet gant Doue evit beza he gannad dreist-ordinal dirak ar prophet Daniel, ha goudeze dirak Zakarias, tad sant Iann-Vadezour, ha dirak ar Verc’hez Vari. Rak ar ger eal a zinifi kannad, hag ar ger arc’heal, kannad dreist-ordinal.
Sant Gabriel a oue karget, da genta, da verka guech all d’ar prophet Daniel ar mare ma tlie ar Mesias en em ziskouez. Eunn devez m’edo ar prophet-se o pedi, ann arc’heal Gabriel a gomzaz outhan evelhenn : « — Se laouit mad, ha lakit ann dra-ma doun enn ho spered. Azalek ma vezo roet urs da zevel a nevez mogeriou Jerusalem betek ma teui ar Christ a c’hortozit, e vezo nao zizun ha tri-ugent. Goudeze ar Christ a vezo lakeat d’ar maro hag ar sakrifisou koz a vezo taolet a gostez : ann dra-ma a erruo var dro hanter eur zizun all. »
Ar sizuniou-ze a zo sizuniou a vloaveziou. Hogen nao zizun ha tri-ugent a zeiz vloaz peb hini, a ra just pevar c’hant tri bloaz ha pevar-ugent, ha setu aze ive e guirionez ann amzer a dremenaz azalek ma roaz roue Pers urs da zevel a nevez mogeriou Jerusalem betek ma oue badezet hor Zalver gant sant Iann e ster ar Jourden. Jezuz-Krist a oue lakeat d’ar maro a benn tri bloaz goude hag eunn dra bennag ouspenn : ar pez a ra c’hoaz var dro eunn hanter-zizun a vloaveziou.
Divezatoc’h, sant Gabriel a oue kaset adarre dalavaret