Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/175

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7 a Veurs
167
sant thomas a akin, doktor

vamm a zavaz erfin kement a zrouk ennhi ma roaz urs da lakaat he mab er c’hloz enn eunn dourell euz ar maner. Eno den n’en devoue kounje da gomz outhan nemed he ziou c’hoar. Ar re-ma a reaz ive kement a ioa enn ho galloud evit gounit ho breur ; mes, e leac’h he c’hounit, hi eo a oue gounezet ganthan. Unan anezho a ieaz da leanez goudeze, hag eben en em droaz ive da zervicha Doue a greiz kaloun.

Etre daou, breudeur kosa ar Zant a erruaz er gear euz ann arme. Pa glevchont oa Thomas ken aheurtet ha biskoaz enn he zonj, ne ouent mui treac’h d’ho c’hounnar, ha setu hi hag en em deuler var ho breur ha regi d’ezhan he zae a vanac’h. Fallakr aoualc’h e ouent, ouspenn, evit kas eur plac’h fall d’he gambr, hag ar pez divergont-ma a glaskaz dioc’htu he zougen d’ar pec’hed. Mes ar Zant, o veza goulennet sikour digant Jezuz ha Mari, a gemeraz eur c’hef tan enn oaled hag a reaz d’ezhi tec’het kuit. Doue a rekoumpansaz raktal he zervicher evit ar viktor en doa gounezet varnhan he-unan, o rei d’ezhan ar c’hras da veza diouallet hiviziken diouz tentasionou ar c’hig. Daou vloaz a ioa pe dost m’edo Thomas er prizoun e ti he vamm pa oue diskennet euz he dourell dre eur prenest gant ann Tadou euz a Urs sant Dominik : ar re-ma a ioa en em glevet evit ann dra-ze gant unan euz he c’hoarezed. Ar Zant a zistroaz rak ehun da Napl el leac’h ma reaz he veuiou er bloaz varlerc’h, ha divar neuze e oue lezet e peoc’h gant he vamm ha gant he vreudeur. Goude beza great he veuiou, e oue kaset da Gologn da studia ann theoloji. He vestr oa ann habila doktor euz ann amzer-ze. Enn eunn hevelep skol ha gant ar spered en devoa, Thomas a deuaz he-unan da veza hibil-braz ; mes he humilite a rea d’ezhan kuzat he zeskadurez. O veza ne gomze nemed oc’h red, ar skolaerien all o doa leshanvet anezhan ann Ejenn mud. Hogen, eunn devez ar rejant a lavaraz d’ezho : « — Ann hini a hanvit ann ejenn mud a vlejo ker krenv divezatoc’h ma vezo klevet he vouez dre bevar c’horn ar bed. »

Ar c’homzou-ma ne zalejont ket da zont da vir. D’ann