Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/17

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
3 a C’henver
9
sant per balsam, merzer


Enn despet d’ar respount-se, ar gouarner a lavaraz adarre d’ar Zant. — « O pezet truez ouzhoc’h hoc’h-unan, ha kinnigit ezans d’ann doueou. » Mes ne oue ket dare d’ezhan beza selaouet. « — N’e ket, eme Ber, o kinnig ezans d’ann doueou eo e tiskouezinn kaout truez ouzinn va-unan ; er c’hountrol eo. » — « Mad, eme Zeverus, me roio amzer d’ehoc’h da ober ho sonj, evit ma c’hellot savetei ho puez. » — « Ne dal ket ar boan, eme Valsam ; va zonj a zo dija great, ha ne jenchinn ket. »

Var gement-se, ar gouarner a reaz he zevel a-istribill enn ear, hag epad m’edot oc’h he skourjeza, e c’houlennaz outhan : « Ac’hanta, Per, brao eo beza evelse ? Kinnig a reot brema ezans d’ann idolou? » — « Klaskit c’hoaz, eme ar Zant, ivinou houarn da zispenn va c’horf, mes ne gomzit ket d’inn divar benn adori ho trouk-sperejou. »

Severus a ieaz e kounnar o klevet kement all, hag a roaz urs d’he vourrevi goasoc’h-goaz. Neuze Balsam, e leac’h en em glemm hag huanadi, en em lakeaz da gana : « — Penaoz e c’hellinn-me trugarekaat aoualc’h ann Aotrou Doue evit ann holl grasou en deuz great d’inn ? »

Goulskoude, goad ar Merzer a zivere hag a boullade var ann douar. O velet ann dra-ze, ar re a ioa o sellet a griaz : « — Sentit’ta ouz ann impalaered, ma paouezo ar vourrevien ouzoc’h. » Mes ar Zant a respountaz : « — Me n’em euz poan ebed ; bez’ em befe avad ma tilezfenn servich va Doue. »

Ar gouarner a lavaras ive adarre : « — Per Balsam, kinnigit ezans d’ann doueou, pe c’houi o pezo keuz. » « — Ne ginniginn ket a ezans d’ann idolou, eme ar Merzer kalounek, ha n’em bezo ket a geuz, » — « Mad, eme Zeverus, me zo o vont da zougen ar zetans. » — « Mall am euz d’he c’hlevet, eme ar Zant. »

Ar gouarner a goundaonaz Per Balsam da vervel var ar groaz abalamour n’oa ket bet falvezet d’ezhan senti ouz al lezenn douget gant ann impalaered. He verze-