Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4 a Veurs
157
sant kasimir

zebre nemed louzeier glaz pe griziou poaz, ha bara heiz great gant bleud ha ne veze ket bet tamoezet. Ne eve morse nemed dour, hag epad ar c’horaiz ne rea nemed daou bred er zizun.

Mes, mar d-oa ker rust ha ken didruez-se outhan he-unan, Guennole a ioa bepred dous ha chentil e kenver ar re all, hag ar pinijennou braz a rea ne lakeant ket he benn da veza tenval : ar joa hag al laouenedigez a bare dalc’h-mad var he dal. Respetet hag istimet oa gant ann holl, gant ar roue Grallon kouls ha gant sant Korantin.

Ar Zant a vevaz evelse betek ann oad a bemp bloaz ha pevar-ugent. Neuze eunn eal a ziskleriaz d’ezhan ann deiz hag ann heur euz he varo. Guennole, o veza kountet ann dra-ze d’he ziskibien, a offerennaz d’ann deiz merket hervez he gustumm. Goude-ze e chomaz enn he za dirak ann aoter, harpet var daou vanac’h, hag eno e tremenaz heb beza bet klanv tamm ebed, epad m’edo ar venac’h all o pedi Doue enn dro d’ezhan. He gorf a oue enterret e chapel ar gouent.


SONJIT ERVAD

Ann tadou hag ar mammou o defe pec’hed oc’h ober d’ho mab pe d’ho merc’h mont da velek pe da leanez, pe gemeret eur stad all a vuez ma n’int ket galvet gant Doue d’ar stad-se ; mes pec’hed o defe ive o viret outho, mar d-int galvet. Ar vugale a zo da Zoue araok beza d’ho zad ha d’ho mamm; rak-se Doue a zo mestr d’ho lezel gant ar re-ma pe d’ho lamet digantho evit he zervich he-unan, hag eur vech m’en deuz roet merkou sklear euz he volontez var ar poent-ma, dever ann tad hag ar vamm eo senti outhan dindan boan da riskla silvidigez ho bugale hag ho zilvidigez ho-unan.






ar pevare devez a viz meurs


SANT KASIMIR, PRINS EUZ AR POLOGN
————


Ar zant-ma a ioa mab da Gasimir III, roue ar Pologn, ha da Elizabeth a Aotrich, merc’h d’ann impalaer Albert. He vamm a ioa devot meurbed ha ne espernaz netra evit he zevel e doujans Doue ha rei d’ezhan eunn