Lod euz ar venac’h a ioa eunn tammik laoskeat e servich Doue ; ne oant mui ken devot ha m’oant bet da genta, na ken aketuz d’ann deveriou euz ho stad. Ann abad nevez a boaniaz d’ho c’helenn ervad, ha dre he furnez hag he zousder e teuaz a benn da c’hoonit ar sperejou ar muia aheurtet ha da zigas adarre var hent ar zantelez ar re a ioa eat pella diouthan.
Pemp bloaz var’nn ugent a ioa ma c’houarne Albin ar gouent-se pa oue hanvet da eskop enn Anjer. Ne gemeraz ar garg-ma nemed enn despet d’ezhan, hag eur vech sakret eskop ne oue tamm dishenvel dioc’h ar pez m’oa bet diagent. Kendelc’her a eure da viret reolenn he Urs ha da gastiza he gorf dre ar rusta pinijenn.
Ar pez a glaske dreist peb tra, evel eskop, oa disc’hrizienna ar giziou fall euz a douez ar bobl. Unan euz ar giziou-ze oa ann dimiziou etre ar gerent tosta hag etre ar breudeur hag ar c’hoarezed-kaer. Sant Albin en em zavaz gant kalz a nerz a enep eunn hevelep dizurs. Mont a reaz he-unan da velet sant Sezer, eskop Arlez, evit goulenn kuzul diganthan var ar poent-ma, ha lakaat a eure ann trede konsil a Orlean da zougen eul lezenn evit koundaoni ar seurt dimiziou-ze.
N’en doa damant da zen pa veze hano da zifenn lezennou ann Iliz. Eunn dijentil braz o veza bet eskummunuget abalamour d’ar skouer fall en doa roet o timezi da eur garez d’ezhan, ann eskibien all o doa c’hoant da lamet ann eskummunugenn divarnhan. Albin hebken n’oa ket avis a gement-se. Evelato, o veza m’edo he-unan dioc’h he gostez, e sentaz erfin oc’h ann eskibien all. Mes pa lavaraz ar re-ma d’ezhan kas bara benniget d’ann dijentil, evel m’edo ar c’hiz enn amzer-ze, evit diskouez her c’hemere adarre evit eur c’hristen fidel, ar Zant a respountaz : « — Me raio ho polontez p’e guir emaoc’h holl a enep d’inn. Mes, guelet a reot, ar pec’her-ze ne zaleo ket da veza skoet gant dorn Doue ma n’e ket din e ve lamet ann eskummunugenn divarnhan, hag evidon-me a gred n’e ket din. »
Ar pez a lavare Albin a deuaz da veza guir. Ann dijentil eskummunuget a gouezaz maro-mik enn eunn taol