He garantez evit ar beorien a ioa dreist, hag evit ho maga e tenne aliez ann tamm euz he c’hinou; rag rei a rea d’ezho ar pez a dlie da zibri he-unan. N’en doa ket he bar ken nebeut evit he aked da bedi ha da lakaat pedi evit ann eneou keiz a zo dalc’het gant justis Doue e tan ar purkator, ha sant Odilon eo en deuz ar c’henta digaset ar c’hiz da ober hanter-gouel ann Anaoun antronoz gouel ann Holl Zent. A bep amzer, ann Iliz e deuz pedet ha gourc’hemennet pedi evit eneou ar purkator; mes ar c’hiz da gonzakri eunn hanter-devez bep bloaz d’ann devosion-ze n’oa ket anavezet araok ar zant-ma.
Odilon a reaz kalz miraklou epad ar c’houec’h vloaz hag hanter-kant ma oue abad e Kluni, ha brudet oa dre he zantelez, n’e ket hebken e Frans, mes c’hoaz enn Allemagn hag enn Itali. Ar rouaned hag ann impalaered a skrive d’ezhan, pe a deue da c’houlenn kuzul diganthan, hag ar pabed o doa ive eunn istim vraz evithan; mes ann dra-ze ne vire ket outhan da veza bepred humbl evel eur c’hrouadur.
D’ann oad a bemp bloaz ha pevar-ugent e c’hoanteaz mont da bardouna da Rom, enn esper mervel e harz beziou ann ebestel sant Per ha sant Paol ; rag pell a ioa n’oa ket iac’h. Mes parea a reaz eno, hag e tistroaz adarre da Gluni. Mervel a eure erfin e Souvigni, enn eur gouent all hag a ioa ive enn he garg, d’ann deiz kenta euz ar bloaz 1049, ar seizved ha pevar-ugent euz he oad. Resevet en doa he zakramanchou diveza ouspenn eiz dez araok, hag enn derc’hent oa bet kommuniet e viatik evit ann eil guech.
Ma ne c’hellit ket kuitaat ar bed evel sant Odilon, nag ober ar pinijennou en deuz great, deskit gantha da vihana beza devot d’ar Verc’hez, beza dous hag humbl e kenver ann nesa ha mad d’ar paour, ha beza aketuz da bedi ha da lakaat pedi evit Anaoun ar purkator.