barz dont da Rom, sant Per en doa tremenet seiz
vloaz e kear Antioch, e kostez ar Zao-Heol. Hogen,
ann lliz a ra eur gouel hirio e memor euz ann deiz ma’z
eaz di da jom, evel ma ra eur gouel all d’ann trivac’h a
viz genver e memor euz ann deiz ma teuaz da Rom. Ann daou
c’houel-ze a zo hanvet Gouel Kador Sant Per, ar
pez a zinifi : Gouel evit digas da zonj euz ann devez
ma’ch azezaz sant Per evit ar vech genta, e kear Antioch
pe e Rom, var he gador a eskop hag a bap.
Ar gristenien genta ne vankent morse da zelebri deiz ha bloaz ho badiziant. Da genver ann devez-ma e reant adarre ar promesaou o doa great da Zoue p’oant bet badezet, hag e trugarekeant anezhan abalamour m’oa plijet ganthan ho reseo etouez he vugale. Ne gave ket d’ezho e vije kaeroc’h devez enn ho buez eget devez ho badiziant, p’e guir oa ann devez m’oant ganet da vuez ar c’hras, ann devez m’oant bet great heritourien euz ann Env.
Eur c’hiz ker santel a reaz d’ann eskibien selebri ive ar memor euz ann deiz ma vezent bet sakret pe lakeat var ho zron, ha goude ho maro zoken, ar bobl a gendalc’he aliez da zelebri ar memor euz ann deiz-se. Setu petra zo erruet evit ann daou c’houel a hanver Kador Sant Per enn Anlioch ha Kador Sant Per e Rom. Ann daou chouel-ma a zo koz-koz, hag el levriou a zo bet skrivet enn amzer genta euz ann lliz ez euz dija hano anezho.
« Ho zelebri a dleomp, eme ar pab sant Leon, gant kement a joa ha ma selebromp merzerenti Prins ann Ebestel. Merzerenti sant Per a zigas d’eomp dazonj euz ann deiz euruz ma oue kurunet enn env; mes enn daou c’houel all ec’h henoromp ar garg heb he far en