Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
120
16 a C’houevrer
sant onesim, eskop ha merzer

bardouni d’ezhan. « Guir em bije bet, a skrive ann abostol d’he vignoun, guir em bije bet da c’hourc’hemenn d’ehoc’h ; mes guell eo ganen ho pedi. Me ho ped eta evit va mab Onesim, am euz gounezet da Jezuz-Krist abaoue m’ounn chadennet. Digemerit anezhan, evel ma em digemerfac’h va-unan. Digemerit anezhan, ne lavarann ket evel eunn esklav, mes evel eur breur muia karet, ha mar en deuz great eur gaou bennag ouzhoc’h, ma vank d’ehoc’h eunn dra bennag, list ann dra-ze em c’hount-me. Enn han’Doue, va breur, grit d’inn ar blijadur a c’houlennann diganehoc’h. »

Philemon a zentaz ouz ann abostol. Reseo a reaz Onesim gant ar garantez ann denera, pardouni a eure d’ezhan he laeronsi hag he dec’hadenn, hag he liberte a roaz d’ezhan var ar marc’had. Onesim a zistroaz raktal da Rom da gaout sant Paol. Bez’e oue evithan eur c’houmpagnoun hag eur zervicher fidel epad he gaptivite. Mont a reaz, asambles gant eunn diskib all, da gas eul lizer euz he berz da gristenien Kolos, hag o veza bet beleget goudeze, e sikouraz anezhan ive da brezeg ann Aviel. Lakeat e oue erfin da eskop e Ephez goude merzerenti sant Timothee.

Onesim a gerzaz bepred var roudou sant Iann ha roudou sant Timothee hervez ann testeni a ro d’ezhan sant Ignas, merzer, enn unan euz he liziri. Ne esperne nag he boan nag he amzer evit kelenn ar bobl a ioa enn he garg, evit maga ar feiz hag ann devosion etouez ann dud fidel ha miret na vijent touellet gant ann heretiked hag ar fals doktored. Goude beza labouret evelse epad tost da dregont vloaz, hag heb ehana tamm, evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou, ar Zant a echuaz he vuez dre eur verzerenti gloriuz, d’ar c’houezek a viz c’houevrer euz ar bloaz 95 goude donedigez hor Zalver.

SONJIT ERVAD

Ann esklaved pe ann esklavourien guech all a ioa tra ho mistri, da lavaret eo, ar re-ma o doa varnho guir a vuez hag a varo, hag a c’helle ho guerza hag ho laza zoken evel ma vez guerzet ha lazet ar chatal pe al loaned. Setu aze e pe stad e ve c’hoaz hirio ar re a renk mont da