ket pe seurt Krist. Dija o deuz distroet kalz tud dioc’h servich hon doueou, ha ma ne vez ket miret outho, abarz nemeur ar vro holl a deui da veza kristen. » Raktal ann impalaer a roaz kounje d’ezhan dre skrid da lakaat ar gristenien d’ar maro, nemed adori a rajent doueou ar rouantelez.
Italikus a ioa foug ennhan o tistrei d’ar gear gant ar skrid-se. Pa oue erruet, e c’halvaz dioc’htu dirazhan Faostin ha Jovit; mes koll a eure he boan hag he amzer o klask ober d’ezho nac’h ho feiz. Neuze e lavaraz ho c’has d’ar prizoun da c’hortoz ma tigouezche ann impalaer ; rak Adrian he-unan a dlie mont da Vresia heb dale.
Ann impalaer a erruaz eno pemp devez goude, ha kenta tra a reaz a oue esa lakaat ann daou vreur santel da ginnig ezans da idol ann heol. Ann idol-ma a ioa kaer ha skeduz meurbed : alaouret oa penn-da-benn ha tu ha tu, ha lugerni a rea evel ann heol o para. Faostin ha Jovit, o veza bet kaset d’ann templ el leac’h ma edo, a reaz eur bedenn da Zoue, ha ker buhan ann idol-ze a deuaz da veza du egiz pa vije bet goloet a huzil. Adrian, estlammet o velet kement all, a roaz urs d’he zec’ha gant eunn torch spoue ; mes kerkent ha maoue touchet outhan, ann idol a gouezaz d’ann douar hag a oue bruzunet e mil damm.
Ann impalaer a ieaz droug ennhan pa velaz ann dra-ze, hag a goundaonaz ann daou vreur da veza lonket ez veo gant al loaned gouez. Hogen, ar pevar leon a oue laosket varnho da genta a c’hourvezaz eharz ho zreid heb ober drouk ebed d’ezho. Goudeze e oue laosket leoparded, hag ar re-ma a reaz ar memes tra. Erfin e oue laosket oursien hag a ioa bet devet ho c’hosteziou d’ezho gant offiserien ann impalaer evit ma vije muioc’h a gounnar ennho. Mes, enn despet da gement-se, ann oursien a oue kerchentil hag al loaned all e kenver ann daou verzer; e kenver offiserien ann impalaer avad ne ouent ket: ann offiserien-ma a oue dispennet gantho a daoliou skilf. Eleiz a baianed a oue gounezet d’ar feiz dre ar burzudou-ze ; mes Adrian a jomaz bepred aheur-