Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9 a C’houevrer
103
sant tit, eskop


Goulskoude, ann Abostol ne c’hellaz ket chom pell heb he goumpagnoun. Skriva a eure d’ezhan da vont d’he gaout da Nikopolis el leac’h m’en doa sonj da dremen ar goanv, hag er bloaz varlerc’h her c’hasaz da brezeg ann Aviel d’ann Dalmasii. Ac’hano sant Tit a zistroaz da enez Kret, hag hiviziken ne guiteaz mui ann enezenn-ma.

Al lizer en doa bet digant sant Paol a zo deuet betek ennomp : er Skritur Sakr ema. Ebarz el lizer-ze, ann Abostol a lavar da genta d’he vab ker Tit n’en deuz he lezet e Kret nemed evit renka ann traou n’en deuz ket bet amzer da renka he unan, ha lakaat eskibien all ha beleien er c’heariou a zo enn enezenn. Merka a ra d’he ziskib pe seurt tud a dle da henvel da eskibien ha da biou e tle rei ann Ursiou. Goudeze e tiskouez d’ezhan penaoz en em gemeret evit difazia ha digas var ann hent mad ar re ne d-eont ket ehun aoualc’h gant ar virionez, hag evit kelenn ann holl peb hini hervez he oad hag he stad. Lavaret a ra d’ezhan erfin beza ato skouer ann dud fidel dre he gomzou, dre he oberiou, dre gement feson a zo.

Sant Tit a heuliaz a boent da boent aliou ann abostol sant Paol. Aketuz e oue bepred d’he holl zeveriou a eskop, ha ne ehane da labourat, heb damant ebed d’he boan, evit gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Mervel a reaz leun a veritou d’ann oad a bevarzek vloaz ha pevar-ugent, hag he gorf a oue enterret enn iliz m’oa bet sakret eskop gant ann abostol sant Paol.


SONJIT ERVAD

Pa alier ar gristenien da gerzet var roudou ar zent, kalz a gav digarez da lavaret ne oufent ober traou burzuduz evel o deuz great ar re-ma.

Ne velomp ket e buez sant Tit en defe great miraklou, na zoken pinijennou braz ; penaoz eta eo deuet da veza sant? Oc’h ober ato he zever guella ma chelle, oc’h heul a boent da boent ar c’henteliou hag ann ahou mad roet d’ezhan gant sant Paol. Grit eveldhan : bezit ato fidel d’hoc’h holl deveriou a relijion ; heuillit bepred a boent da boent ar c’henteliou hag ann aliou a ro d’hoc’h ar re a zo karget d’hoc’h hencha da vont d’ar baradoz, hag evelse oc’h sur ive d’en em zantifia e berr amzer.