Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
94
6 a C’houevrer
sant gildas, abad

-ze e varvaz er bloaz 251, d’ann oad a eur bloaz var’nn ugent pe var dro. Prest goude, Kuensian a gouezaz enn dour enn eur dreuzi eur ster e bag, ha biskoaz ne oue gellet he zavetei na zoken kaout he gorf.


SONJIT ERVAD

Santez Agatha e deuz great fae var henoriou ha plijadureziou ar bed. Hag hi c’hoaz iaouank-flamm e deuz gouzanvet poaniou skrijuz. Souezet oc’h marteze o klevet hano euz ann nerz-kaloun hag euz ar joa o deuz diskouezet ar Zent dirak ar varnerien hag e kreiz ar brasa tourmanchou. Hogen, eunn dra a zo souezusoc’h, a zo estonaploc’h c’hoaz : guelet peger lezirek ha pegen digaloun oump-ni e servich Doue goude kement all a c’hrasou, hag a c’hrasou a bep seurt, on euz resevet diganthan.





ar c’houec’hved devez a viz c’houevrer


SANT JILDAS, ABAD
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Bro-Zaoz var dro ar bloaz 499. He dad her c’hasaz d’ar skol gant sant Hiltut, hag en em gaout a reaz eno e koumpagnunez sant Samson ha sant Paol a Leon. O veza m’en devoa eur spered lemm, e teske ar pez a garie; mes mar d-oa aketuz d’ar studi, oa aketusoc’h c’hoaz da labourat d’en em zantifia. Enn eunn oad c’hoaz tener en devoa dija skiant ha furnez eunn den koz.

Ar pez a remerket ennhan dreist pep tra oa he spered a binijenn : azalek he bemzek vloaz betek fin he vuez ne reaz nemed tri bred er zizun, ha c’hoaz ar pez a zebre ne oa netra, kouls lavaret. Dindan he zae c’hroz e touge bepred eur c’houriz reun ; kousket a rea var ar c’halet, hag eur mean a zerviche d’ezhan da benn-vele. Evel ne eve morse banne guin ebed, e oue leshanvet gant ar re all ann Ever dour.

Goude beza bet meur a vloaz er skol gant sant Hiltut, ez eaz da ober eunn dro d’ann Irland. Egiz ma teu ar guenan euz ho c’hestou enn hanv da gutuill var ar bokedou pe a dra da ober mel ha koar, evelse Jildas a fal-