Mont d’an endalc’had

Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92
5 a C’houevrer
santez agatha, guerc’hez ha merzerez

holl iudazerez. Ar gouarner a lakeaz anezhi da genta etre daouarn eur vaouez fall evit ober d’ezhi nac’h he feiz, ha lamet euz he spered ar zonj e devoa da jom bepred guerc’hez ; mes, a benn eur miz, ar vaouez fall-ze a renkaz mont da lavaret da Guensian e kolle he foan hag he amzer gant Agatha, ha n’e devoa biskoaz anavezet plac’h iaouank ebed ker pennok hag hounnez. Neuze ar gouarner a c’halvaz ar Zantez da vont d’he gaout hag a gomzaz outhi evelhenn :

« — N’oc’h euz ket a vez, eur verc’h a lignez nobl eveldhoc’h-hu, oc’h heul relijion ar gristenien,eur relijion hag a ziskar ann den betek renk ann esklavourien ? »

Agatha a respountaz raktal: « — N’euz noblans ebed par d’ann henor da veza e servich Jezuz-Krist. » « — Livirit d’inn da vihana, eme Guensian, perak e rit fae var hon doueou ? » « — Abalamour, eme ar Zantez, ann doueou-ze ne d-int nemed drouk-sperejou. » « — Mad, eme ar gouarner, euz a zaou unan : pe c’houi a ginnigo ezans d’hon doueou, pe e vezo red d’ehoc’h gouzanv a bep seurt poaniou evel ann dorfetourien. »

Var gement-se, Kuensian a roaz urs da zistaga eur javedad bennag gant Agatha, ha goudeze e lavaraz d’ezhi adarre : « — Adorit ann doueou, pe me ho koundaono da vervel e kreiz ar brasa tourmanchou. » Mes ar Zantez a respountaz : « — Ma laoskit al loaned gouez varnon, hano Jezuz hebken a vezo aoualc’h evit ho jench e loaned don. Mar c’houezit tan d’am devi, ann elez a skuillo gliz euz ann env evit dousaat va foan, ha mar fell d’ehoc’h va laza a daoliou fouet pe a daoliou kleze, ar Spered-Santel, o veza ennon bepred, a roio d’inn ar c’hras da veza krenvoc’h eget va bourrevien. »

O klevet eunn hevelep respount, ar gouarner a reaz teuler Agatha enn eur prizoun tenval. Mes ar Zantez a ioa kel laouen o vont di ha ma vez ar re all o vont da eur fest. Antronoz-vintin e oue kaset adarre dirak Kuensian. « — Ac’hanta, eme ar gouarner, sonjet oc’h euz da zavetei ho puez ? » « — Jezuz-Krist eo va buez ha va zilvidigez, » eme Agatha.