kelchiet a aour kizellet, e talvezas d’ar veleien da ober braoued-kinnigou d’an doueed er goueliou.
Kinnigou hag aberzou. — Ar c’hinnigou a oa anezo traou a bep seurt a vije re hir o desrevel amañ ; bez’ e weled en o mesk adalek barrennou aour hag arc’hant betek kreoñiou ha tammou pilhou. Daspugnet e vezent er-maez, el lec’hiou kensakret, skourret ouz barrou gwez, taolet e strad lennou ha stêriou pe douaret er geuniou.
En aberzou e veze kinniget d’an doueed gwad al loened hag an dud. Rôomp amañ da evesaat e oa boaz, en Hen-amzer, holl boblou Europa hag Azia d’ober aberzou tud, zoken ar re seveneta anezo. Ar C’hresianed a zalc’has pell d’ar voazamant-se, kerkouls hag holl boblou Italia, ar Romaned en o zouez. Ar Romaned desket er Ia kantved kent H. S., a daere o soñjal e kave d’ar Gelted enori o doueed dre laza tud : ankounac’haat a raent e oa bet hennez ivez boaz o gourdadou o-unan ken, c’hoaz er bloaz 215 kent H. S., goude an emgann bras end-eeun e varvas ennañ Posthumius gant e armead, e oa bet douaret ez veo gant o zadou er marc’hallac’h saoud e Rom eur C’helt hag eur Geltez, eur Gresian hag eur C’hresianez, dre ma kredent e vije habaskaet dre-se buanegez o doueed [1].
E-touez ar Gelted, evel e-touez ar poblou-all, e veze lies mennad d’an aberzou : 1) enori an doueed ; 2) kaout trevadou mat ; 3) mirout e vuhez d’eur c’hlañvour ; 4) prena digant an doueed ar gounid er brezel ; 5) o zrugarekaat goude an trec’h ; 6) dic’haoui pa zegoueze ganto beza trec’het.
An dud lazet en aberzou a oa anezo alies sklaved, prizonidi-vrezel pe dorfedourien. Er c’henta kantved kent H. S. e krede Kelted Galia e oa aberz an dorfedourien ar gwella gant an doueed, nemet, pa ne veze ket a-walc’h a dorfedourien pe pa venned kreski talvoudegez an aberz e raed ouspenn gant tud didamall. Lazet e veze an aberzidi a dennou saeziou pe a daoliou kleze, pe diframmet d’ezo o izili, pe vouget, pe veuzet, pe devet ez veo. Bep pemp bloaz e veze savet delouennou prenn, aozilh pe foen,
- ↑ C’hoaz er VIet kantved kent H. S. e voe eun aberz tud graet gant ar bobl er C’hres : da zegas termen war eur c’hleñved stagus kaset war a greder, gant an doueez Athêna, e voe lidlazet dañvadezed ha daou baotr yaouank.