Gwez ha loened nevet [1]. — Bez’ e c’helle beza gwez nevet pe sakr a bep gouenn, pa ’z eo gwir e c’hellent holl beza kemeret da chomadur gant noueañsou dreistnatur. Gouennou-zo evelato a veze doujañs outo dreist d’ar re-all : da skouer an dervenn (dervon) en abeg marteze d’he ment ha d’he neuz leun a veurded, hag an ivinenn (eburon) en abeg da c’hlasder hirbadus he deliou. Da zesvarn diouz an anoiou lec’hiou ha tud, er bed keltiek a wechall, o dije ar Gelted douget muioc’h a bri d’an ivinenn eget d’an dervenn.
Ar Gelted a azaoueze hag a veule kalz a loened, darn, evel an arz hag an tourc’h gouez, evit o nerz hag o c’hadarnded ; darn all, evel an avank hag ar vran, evit o spered hag o ijin ; re all c’hoaz evit ar mister a ro d’ezo o furm hag o doare-beva, evel ar vaot a zoug he zi ganti hag an naer (natro) a gerz hep treid hag a vev en dounderiou kuzeta an douar.
Gant Kelted an Alpou e oa azeulet an doue Artaios hag an doueez Artio (eus artos « arz ») [2] ; darn eus Kelted Galia o doa eun doue Etnossus (eus etnos « evn »). An holl Gelted a rae gant ar vran eun evn santel.
- ↑ Nevet a zo eur ger henvrezonek e oa nemetos ar furm anezañ e keltieg koz. Deut eo an ano-doarea-se da veza nemet en iwerzoneg. En Iwerzon er Grenn amzer, ec’h anavez c’hoaz al lezennou gwez ha loened nevet. Ar gwez nevet eo gwez ar c’hoad a zo en dro d’an din (dun), da lavarout eo kreñvlec’h eur rener : n’heller ket o zrouc’ha hep aotre ar rener. Al loened nevet eo : ar c’hezeg hag ar saoud kenberc’hennet gant daou zen ; n’heller ket lakaat ar sezi warno da baea an dleou dastumet gant unan eus an daou genberc’henn ; — ar buoc’hed klañv a c’hellfe beza lazet gant ar sezi ; — an taro a vanfe heptan diloue ar buoc’hed, hag all. Da anaout al loened nevet-se diouz ar re-all, e veze skourret eun ourouler ouz o gouzoug. Bez’ ez oa ivez tud nevet hag o doa gwiriou diouto o-unan : ar rouane, ar vrientinien, an dud ouiziek ; d’ar re-se n’helle ket ar gredourien kas gourc’hemenn-paea hep o dismegañsi ha kaout da baea evit an dismegañs se. Monf d’ober yun e toull o dor, hennez e oa an tu nemetken d’o redia da baea o dleou.
- ↑ N’eo ket asur e vije Artaios deveret euz artos « arz » ; bez’ e oa e keltieg eur ger arta da lavarout « maen », deut da art en iwerzoneg.