Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
85
ar relijion

Athubodua, Katubodua, Naria, Andrasta, Sulevia, Sulis, Briganti, Brigindo, Nemetona, Mogontia.

Eun teskad martezeou nemet-ken, setu, en holl, kement a c’hellomp lavarout diwar-benn an doueed hag an doueezed-se. Kredi a reer ez eo Smertos, Smerios, Adsmerios, Smertatios, anoiou an doue bras keltiat e komz Kaesar anezañ evel eus kavadennour an holl vicheriou.

Eun ano-all eus an doue-se (Smertos) a vije marteze Lugus, a gaver en ano Bemilugus, doue azeulet war harzou bro an Aedued, en ano an doueed Lugoves (liesder keltiek eus Lugus) kehelet gant kereourien Uxama, kêr geltiek eus Bro-Spagn ; — Smertullos « Smertos Vihan » a vije mab Lugus ; — Smertullos a vije bet anvet ivez Esus, hag Esus ha Kernunnos [1] a vije marteze an Dioskured keltiat ; Teutatis pe Toutatis pe Totatis « doue ar bobl » (teuta, touta, tota) eo marteze ano an doue kavadennour an holl vicheriou pa wisk e neuz vrezelek ; Kokidios a heñvel beza bet unan eus anoiou Toutatis e-touez ar Vrezoned ; — Taranis eo doue ar c’hurun ; Sukellos, a dalv e ano kement ha « skôer mat » hag a zo bet pourtrezet war eur skeudenn vos-bihan, eur morzol gantañ en e zourn (ar morzol a laka ar c’hurun da straka), n’eo marteze nemet unan eus anoiou Taranis ; — Kamulos, kehelet eun tammig e pep lec’h, a heñvel beza bet eun doue brezeliat ; Ambisagros, azeulet gant Kelted an Itali, a zo marteze eun ano all eus an doue-se ; — Belenos a zo eun doue heolel ha yac’haer a veze kehelet dreist-holl, war a seblant, gant Kelted Noreia ; — Grannos e oa ar « gwrezus », doue heñvelekaet ouz Apollo ; — Ogmios a heñvel beza bet eun doue hag a oa brudet dre e nerz veur hag e gomz helavar ; — Nodons a oa eun doue azeulet e-touez ar Vrezoned ; er marevez roman e oa gouestlet eun templ d’ezañ war glann dehou an Havren (Sabrina). Aet eo diwezatoc’h Nuz e brezoneg [2], ha bras a-walc’h eo ar roll c’hoariet gant Nuz Lao-Arc’hant hag e vibien e marvailhou brezonek

  1. Kernunnos : an ano-se a heñvel talvout kement ha « ar C’hornek ».
  2. Nuz a oa d’ezañ eur verc’h kaer evel an deiz, e tlee daou gampion en em ganna eviti da gala mae betek deiz ar varn. Gwen (Vindos), ar brudeta eus mibien Nuz, a oa, war eun dro, brezelour, diouganour, ha den a ouiziegez. Ar c’hloer gristen o veza laket Nuz hag e vibien en ifern, e voe lavaret e oant eno evit stourm ouz an diaoulien ha mirout outo da zismantra ar bed.