Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83
ar relijion

dreist-holl, doueed ha doueezed ar stêriou. Nebeut a anavezomp eus doueed ar Gelted. An darnvuia anezo a heñvel beza bet doueed lec’hel, a oa anavezet hepken en eur c’horn-bro hag azeulet gant eun niver bihan a dud. Evit an doueed vras, boutin etre an holl Gelted, e oa, evit doare, disheñvel o anoiou diouz ar broiou, hag o neuz diouz ma vezent pedet gant eur brezeliad, eur c’houer pe eur marc’hadour.

Dibaot e komz d’eomp ar skrivagnerien italian-ha-gresian eus doueed ar Gelted ha, pa her greont, ec’h hellenaont pe e romanaont anezo peurliesa, dre o heñvelekaat ouz re o doueed-i n’o doa outo nemet eun heñvelidigez skañv ha touellus alies. Hervez Kaesar, e krede Kelted Galia e oant gourvibien da zoue ar maro [1]. Lavarout a ra c’hoaz penaos ar brasa eus an doueed, azeulet ganto eo kavadennour an holl vicheriou, heñcher ar veajourien, mirour ar c’henwerz. War-lerc’h hemañ, ec’h azeulont doue an heol mat da yac’haat, doue ar brezel, doueez ar furnez hag ar ouiziegez, doue an neñv hag ar c’hurun. Ne ro ket d’eomp avat anoiou keltiek an holl doueed-se ; ober a ra anezo an anoiou latin Dis Pater, Mercurius, Apollo, Mars, Minerva ha Jupiter. Gouez d’eur skrivagner all, ar Gelted o chom tost d’ar Mor Bras a azeule an Dioskured, da lavarout eo, hervez kredenn Kreisteiziz, daou zoue brezeliat ganet eus an hevelep mamm, nemet e oa eun doue tad unan hag eun den marvel tad egile. Hounnez eo ar vriz-sklerijenn a zeu d’eomp peurliesa diwarbenn doueed ar Gelted gant ar skrivagnerien greisteizat [2].

Da genober gant an diskleriaduriou teusk-se, hon eus :

  1. Dis Pater, eme Gaesar. Pater « tad » a zo latin. En hen-geltieg e oa aet da get ar p a zo e derou ar ger indezeuropek-se hag e veze lavaret ater pe atir (an f a gaver e furm c’hermanek ar ger-se, fader, father, h. a., a zo oc’h arouezia eun doare-distaga a zo bet moarvat, war-bouez nebeut a dra, hini ar Gelted kent fatadur ar p indezeuropek en o yez). Dis avat, tro-c’henidik ditis, a hellfe beza stumm latin eun ano keltiek miret en iwerzoneg e-lec’h m’eo deuet da veza dith « maro, distruj ». Kenveria gant Indeziz arianekaet an doue Siva, war eun dro krouer ha distrujer, dishenvel diouz an Ene Meur pe Ene hollvedel (Brahma), L. de Milloué, Petit Guide illustré du musée Guimet, 1904, pp. 60-6, 84-94 ; De la Vallée-Poussin, L’Inde jusqu’en 300 avant J. C. 1924, p. 320-2 ; Masson-Oursel, L’Inde antique et la Civilisation indienne, 1933, pp. 202-3.
  2. Eus holl Doueed ar Gelted, n’eus nemet ar re-mañ a gement a vez meneget gant skrivagnerien ar C’hreisteiz dindan o anoiou keltiek : Teutatis, Taranis, Esus, Belenos, Ogmios, Andrasta, Epona.