Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
73
ar brezel

eo o c’horf gant eur studi dibaouez ha ne blegont rak riskl ebet » [1].

Peurliesa ar soudarded kelt eus Galia a veze lakaet da vesa o bro o-unan. An arme roman vras a zifenne ar Rênos, enni d’an nebeuta kant mil a dud, a oa e gwirionez eun arme geltiat ; betek an IIIet kantved goude H. S. e veze tennet eus Galia hogozik-holl soudarded an arme-se hag an darn-vuia eus ar pennou anezi a oa uhelidi eus ar vro [2].

Ne voe ket evel-se en enez-Vreiz. Eno, damdost an holl warnizonou a oa anezo diavêzidi : Galianed, Germaned, Illirianed, Spagnoled, Afrikaded, Aziaded, hag ar soudarded tennet eus ar vro a veze kaset da bell. Evel-se pevare ala ar Vrezoned a rae gwarnizon en Ejipt ; en Armeni edo 26et kohors ar Vrezoned. Eur strollad eus « ar Vrezoned yaouank didrec’hus » a oa kazarnet er Spagn hag eur strollad eus « an Hen-Vrezoned » en Illiria. E-touez gwarded-skoazellerien ar Palez edo « an Dalmerien vreizat vaouank ». Strolladou Brezoned all a rae gwarnizon e Galia, en Italia hag e rannou all eus ar bed roman.

Kalz a Vrezoned eus ar meuriadou chomet dishual en Hanternoz a zeue ivez d’en em engouestla en armeou roman, hoalet gant braster an impalaerded, he brud hag he finvidigez. Stank a-walc’h e veze ar soudarded eus meuriad an Atekotted da furmi meur a strollad skoazellerien : unan a rae gwarnizon en Illiria. Daou all an Atekotti honoriani seniores hag an Atekotti juniores gallicani a oa, er IVet kantved, e Galia, e lec’h e vezent karget da gerreiza ha ma save razo aon kenan, gant mentek e oant ha brudet da veza debrerien-tud [3].

  1. Diwar-benn orin tremoriat (?), hanternoziat (?) ar bagad soudarded-skoazellerien anvet Celtae, a voe brudet-bras en IIIet hag er IVet kantved ha laket a-gevret gant ar Franked, an Heruled (Eruli), ar Vataved (Batavi) hag ar Betulanted (Petulantes) e-touez gwella bagadou an arme « roman », lenn Kamilh Jullian, war Rev. des Et. 1914, p. 322-3 ; 1915, p. 270. Ano a zo anezo war an H. A. Cl. 6, 2. Da rannarmead ez eas ar bagad-Celtae-se (auxiliis Celticis atque Francicis, H. A., Gall. 7, 1). Ar pou (pagus) anvet Holtland er Grenn-amzer uhela a vir marteze o ano, h germanek o terc’hel lec’h eur k keltiek.
  2. Diwar an IIIet kantved, Roma a stag da zegemerout en hec’h armeou eun niver Germaned ha Sarmated, F. Lot. La fin du Monde antique et le début du Moyen-Age, 1927, pp.263-75.
  3. N’eo ket sur, tamm ebet, e vije bet eus an Atekotted Brezoned. Gouezelegerien eo bet o diskennidi betek an XVIIIet kantved (Gallouezeled ar « Galloway »).