Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
notennou diwar-benn ar gelted koz

Pa veze ar Gelted taget ha gwasket gant an enebour, ec’h en em stardent a renkadou stank hag e savent eur pevar c’hornad, En emgann Sentinum (eilvet pennad) ec’h en em zastummjont evel-se en eur pevarc’hornad, stardet an eil ouz egile, stok o skouedou bevenn ouz bevenn, oc’h ober eur voger koad hag arem tro-dro. Er stumm-se e harzjont digeflusk ouz argadenn ar Romaned.

Evelse e c’hoarvezas ivez en emgann Mutina, e 193, pa n’o doa ar Gelted nemet nebeut a varc’heien. Herzel a rejont ouz argadenn ar Romaned, meur a eurvez, hep terri o c’henstrollad. Start ha digeflusk e vane o renkadou, harpet an eil ouz eben, ar pennou-brezel, ar gaison en o dourn, o skei neb a horjelle pe a rae van da zilezel e renk.

E 54 kent H. S., ne glaskas nepred ar Vrezoned mirout ouz Kaesar da c’hounit hent dre stourm outan a vagadou stank. Brezeli a raent a strolladou rouez, eur pennad mat etre pep bagadig oc’h ober ar strollad. Dre ma stourme e kile pep bagadig war-du an hini nesa, a zeue neuze da gemerout e lec’h. En doare-se e ranke ar Romaned en em ganna dibaouez, keit ha ma kerzent, ouz hedadou enebourien lerc’h-ouz-lerc’h, hag ar re-man bepred fresk ha diskuiz.


Dibenna an enebour lazet. — Edo ar c’hiz gant ar Gelted trouc’ha penn an enebour lazet ganto. Ar pennou-se a veze savet e beg ar goafiou pe skourret ouz gouzoug ar c’hezeg. Pennou an enebourien voutin a gaeraed ganto tôenn pe toull-dor an tiez ; re an enebourien a renk uhel a veze balzamet ha miret en irc’hier evel traou a dalvoudegez vras [1].

  1. Penn an enebour trec’het ha lazet a zegase gwarez, berz hag eurvad da di an trec’hour, hounnez a zo bet eur gredenn etrevrôadel ledet stank eus aodou ar mor-Bras e Kornog Europa da c’hlannou ar meurvor Habask er Reter-Pella. Diwar-benn an danvez-se meret dre vras, Jenn A. C. Haddon, Head-hunters, Black, White and Brown (The Thinker’s Library, niverenn 26), London, 1932 ; meret dre ar munud, A. J. Reinac’h, Les têtes coupées et les trophées en Gaule, war Rev. celt. 1913 ; F. Heger, Schadelkultus der Dayak und anderer Stamme des malaiischen archipels, war Mitteilungen der anthropologischen Gesellschaft in Wien, Levrenn 47, 1917 ; R. Heine-Gelderu, Kopfjagd und Menschenopfer in Assam und Birma, und ihre Austrahlungen nach Vorderindien, id. (renta-kont war L’Anthropol. 1921, pp. 389-90) ; J. H. Hutton, Divided and Decorated Heads as Trophies (Assam), war Man, XII, 1922, pp. 113-4 (teir skeudenn) ; The Significance of Head-Hunting in Assam, war Journ. of the Royal Anthropologicaï Institute of Great Britain and Ireland, 1928, pp. 399-408 (renta-kont war L’Anthr. 1929, p. 198). H. a.