Europa eus ar mor-Bras d’ar mor-Du hag eus moriou an Hanternoz d’ar mor Kreizdouarek, ez eus bet meur a gantved a ziforc’h, ha, gant ar c’hantvedou-se, meur a gemmad o c’hoarvezout e temz-spered hag e boaziou diskennidi an drec’hourien.
An armeadou keltiek a veze peurliesa gorrekaet ar c’herzed anezo gant eur bagad kirri a bep seurd, warno ar pakadou hag ar breizadenn. Pa gampe eun arme, e raed a-wechou gant ar c’hirri-se karget pounner eur vardell en-dro d’ar c’hamp. Karrako, ha diwezatoc’h karrago, a veze graet e Galia eus ar vardellad-girri. Er c’herzadennou, e kerze brezelourien pep meuriad holl a-gevret : ar strolladou soudarded a oa kement anezo hag a veuriadou. Marc’hegerien e oa ar gward a-raok hag ar gward a-drenv. E 225 kent H. S., en Itali, e tegouez d’eun nebeut marc’heien eus penn a-raok armead ar Gelted skei gant rag-ward an arme roman hag ez int paket. E 58 kent H. S., e Galia, ar 500 marc’heg a oa anezo gward a-drenv arme an Helveted a gann hag a laka da dec’hel marc’hegiez Kaesar, enni 4.000 a varc’heien.
Kefridi eun darn eus ar varc’heien e-pad ar c’herzadennou e oa redek-diredek bro, anaout al lec’h m’edo an enebourien, merzout an niver anezo, spia o finvadennou, steui troiou ouz o rag-wardou, o sklêrijennerien, o fourvezerien. E Galia, er bloavez 53 kent H. S., Indutiomâros, penn an Drevired, a ra d’e varc’heien anaout lec’hiadur kamp ar Romaned ; dinesaat a reont tostik-tost, betek teurel spegou dreist da zifennou ar c’hamp ; daea a reont ar Romaned d’an emgann ha dirolla d’o c’hunujenni. E Galatia, e 189 kent H. S., eur bagad marc’heien geltiat a zibouf a-greiz-holl, a argad en eur leuskel youc’hadennou bras hag a laka mesk e rag-wardou an arme roman kampet tost da grenvlec’h Kuballon. Eun nebeut deiziou goude, 400 marc’heg roman, a rae eun anavezadenn e-harz menez Olumpos, a zo eilpennet ha laket da dec’hel gant eur strollad marc’heien geltiat.
Kaesar a veneg meur a wech e rae ar C’halianed gant sklêrijennerien, exploratores gouez d’ezan. E 54, ar Velged, a laka seziz war gamp Kikero, letanant Kaesar, a zo kemennet d’ezo gant o sklêrijennerien eman Kaesar o tostaat. E 52, Verkingetorix a glev digant e sklêrijennerien kement a c’hoarvez en Avarikon hag e kamp ar Romaned. En hevelep bloaz, e voe spiet gant sklêrijennerien Kamulogenos strewet a-hed glann gleiz stêr Sequana, finvadennou Labienus, letanant Kaesar, a zalc’he ar c’hlann zehou.