Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
61
ar brezel

ket pe ano a veze graet eus ar c’hi-emgann e keltieg koz. E brezoneg gwechall e oa anvet kadgi pe aergi [1].


Armeou. — Ar c’hirri-emgann, ar varc’hegiez, an droadegiez, ar chas-emgann, bodet holl a-gevret en-dro d’ar bannielou, a rae eun arme, a anved e keltieg koz korios, [2] pe slouga, sloga. Deut eo sloga da veza lu e brezoneg ; ar ger-se hon eus dilezet, hep ezomm ebet, evel kel lies all a c’heriou keltiek, evit kemerout eur ger gallek.

An armeou keltiek a zo bet a-wechou d’ober anezo eun niver bras-meurbet a stourmerien. An arme a voe argadet ganti ar C’hres er bloaz 279 kent H. S., a oa enni 152.000 soudard war droad ha 61.200 a varc’heien. Ambrouget e oa gant 1.000 karr da zougen ar bitailh, ar re c’hloazet ha dibourc’h (diwisk) diwar an enebour, ha, war e lerc’h, e teue e leiz a varc’hadourien-red. E-touez ar soudarded war droad a oa enni, kalz n’oant ket Kelted hogen Illirianed.

An arme savet gant Kelted an Itali e 228-225 kent H. S. a oa enni, gant ar skoazell deut a-berz Kelted eus tu-hont an Alpou, 50.000 brezeliad war droad hag 20.000 brezeliad war varc’h. Arme Bituitos, e 121 kent H. S., a save he nerz da 200.000 den. Nerz arme ar Velged, e 57 kent H. S., a oa 290.000 soudard. E 52 kent H. S., an arme veur savet dre C’halia a-bez da zisezisa kêr Alesia, a oa enni 8.000 a varc’heien ha 240.000 soudard war droad ; ne oa avat an darnvuia eus ar re-mañ nemet brezelidi dister, tieien, mesaerien pe vicherourien ma oant, armet fall ha distudi ; 80.000 anezo hepken a ouias en em ganna ; ar re-all a vanas hep ober netra hag a dec’has a-benn an diwez.

Erfin, en emgann bras a voe graet er bloaz 61 goude H. S. ouz ar Romaned, ar Vrezoned, en o fenn ar rouanez Boudika, o doa kaset war an dachenn 90.600 a dud, tost da vat.


Penvrezelourien. — An armeou keltiek a oa peurliesa en o fenn eur rener hepken ; a-wechou e oa daou pe dri. Darn eus ar benvrezelourien geltiat a voe brudet en Henamzer : Brennos, a oa dindan e renadur an arme geltiek a voe

  1. Aer « lazadeg », « emgann » e brezoneg koz, *agron pe *agra e keltieg. Aergi a oa archu en iwerzoneg.
  2. Korios a zo deuet da cuire en iwerzoneg. War an Douar-bras d’ar mare Kelt-ha-Roman, Koridvallum « moger an arme » e oa ano eur gêr vogeriet eus Hanternoz Galia.