Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/57

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
ar brezel

En tu-hont d’ar c’hleze, ec’h anaveze ar Gelted ar gougleze a raed gantañ er c’hannou korf-ouz-korf.


Ar skoued (skêtos). — Skouedou bras ha skouedou bihan o doa ar Gelted. Ar skoued bihan a oa kelc’hiek peurvuia hag arem holl a-wechou. Ar skoued bras, hir-gelc’hiek pe c’houec’h-kornek ar furm anezañ, a oa prenn pe aozilh goloet a ler. Bras a-walc’h e oa da ziwall korf ar c’hadour eus e dreid d’e elgez. Ar greizenn anezañ a oa ouz hec’h ober eur bos ledan arem pe houarn [1]. A-wechou eur vevenn houarn a rae tro ar skoued ; kaeraet e veze ouspenn gant liviou flour pe skeudennou loened en arem.


Tok-houarn (pe tokarn) ha hobregon. — An togou-houarn hag an hobregonou houarn pe arem a veze implijet dreist-holl gant Kelted ar reter, da heul marteze o amezegiez ouz goved vrudet ar Skoloted. Betek en o zouez ne vezent ket gwall stank. E-touez ar Gelted all n’oa nemet ar renerien a gement a rae ganto ha c’hoaz dibaot a-walc’h, war a seblant. An tokarnou keltiat, en arem peurliesa, a wisk meur a stumm : hiniennou a zo begek, kribennek eo re all, darn a sav warno eur re gerniel pe eur rodig (ar rod-heol). Gouez d’ar Roman gouiziek Varro, e vije bet ijinet gant ar Gelted ar rochedou houarn, eur seurt gwiskamant-brezel graet penn-da-benn gant mailhou-houarn.


Karr-emgann. — Ar c’harr-emgann keltiat a oa diou rod dindanañ, stag outañ daou a gezeg dindan ar yeo, hag ennañ daou zen, ar brezeliad hag ar paotr-karr. Ouz darn eus ar c’hirri-emgann e veze laonennou metal lemm pe filc’hier [2]. Ar c’harr-emgann a veze graet anezañ essedon

  1. Souc’h, begel, begelenn, bron, bronenn a veze graet e brezoneg eus ar bos-se. Bronnou a lavared ivez eus ar bosou stank a oa gant ar skouedou kelc’hiek en arem. Liesvronek a veze graet anezo.
  2. Diwar-benn ar c’hirri-emgann, filc’hier outo, boaziet gant ar C’halated hag ar Vrezoned, testeni meur a skrivagner eus an Hen-Amzer a zo harpet c’hoaz gant skridou Iwerzon : « Karr-emgann ar brezelour Setantios a oa armet gant broudou ha laonennou houarn. » — Eun dra vras da evesaat outi eo e oa dianav da Hen-amzeriz ar gwakol pe morgo-skoaz hag ar sugiou-tenna. En o lec’h e raent gant al lerenn-c’houzoug stag ouz ar yeo. Gant e c’houzoug eo e sache ar marc’h ar c’harr war-raok. Gant-se, n’oa ket evit dibrada kirri pounner pe sammet pounner. Eus boaz ar yeo hag al lerenn-c’houzoug e teu ma oa ret da Hen-amzeriz sterna bepred ouz o c’hirri daou varc’h a-skoaz, an eil e-kichen egile. En Xet kantved goude H. S. eo e voe ijinet ar gwakol pe morgo-skoaz, hag ar sugiou-tenna. Diwar-neuze, e voe gallet kreski ment ar c’hirri ha pouez o c’harg. Ha lakaat kezeg ouz an alar hag ouz an oged (araok e veze graet gant ejened hepken). Diwar neuze ivez e voe gallet ambilha kezeg, pa oa da zibrada kargou pounner-pounner, hag evit ar pemdeiz ober gant kirri outo eur marc’h hepken. En XIIet kantved, da geveza gant ar morgo-skoaz, e voe ijinet al derenn-vrusk pe sivelenn-denn. Komandant Lefebvre des Noëttes, La force animale à travers les âges, 1924 ; L’attelage et le cheval de selle à travers les âges, 1 levrennad-danevell, 1 levrennad-skeudenou, 1931.