Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
45
ar renerez, al lezennou hag ar gevredigez

Ouspenn ar renadur-se a selle ouz pep brôad, e oa e Galia ar pez a anved consilium Galliarum, kuzul kevredelez Galia, ouz e ober tri-ugent kannad, a rae pep-hini anezo evit unan eus brôadou Galia. Ar c’huzul-se, ennañ ar pep uhela eus an noblañs, en em vode e Lugudunon, e kember ar stêriou Arar (Saône) ha Rotanos (Rhône) : desvarn a rae oberou ar renerien provinsou, o sevel rebechou pe prosezou ouz ar re en dije da glemm outo, hag e kase d’an impalaer mennadou ar bobl.

Dindan eun hevelep renadur, galloudegez an noblañs, e kevrennou Keltia bet staget ouz an impalaerez roman, ne reas nemet kreski. Ar c’henkiziou ec’hon ha brao-dispar, leun a labouriou kaer, kolonennou, maen-leuriou marellet, delouennou, taolennou, hag all, a oa bet savet evit an darn-vuia en IIet, IIIet, IVet kantved goude H. S. hag e kaver an dismantrou anezo bep kammed war an douar-bras hag e Breiz-Veur, a desteni pegen pinvidik ha largentezus e oa deut perc’henned vras ar broiou-se. « Ar binvidien », eme mab an impalaer galian Postumus (IIIvet kantved), « a zo evel ar roueed hag ar brôadou : stêriou ha meneziou a fell d’ezo da harzou war o domani. Ar pez a veve eur boblad-tud a zo aet da beurvan-chatal eur mestr en e benn e-unan. »

E Galia, er IVet kantved, e oad deut betek sellet ouz eun domani a 1.000 arepennis [1] evel bihanik. Ar Galian Ausonius, reizer an impalaerded ha senedour ar bobl roman, a biaoue douarou ec’hon e bro Vurdigala, e bro ar Vasated, er Santonika [2] hag er Piktovon [3]. Eur Galian-all, Paulinus, a yeas diwezatoc’h da eskob Nola, a oa perc’henn war domaniou ken ec’hon ken e vezent anvet, er vro, regna Paulini « Rouanteleziou Paulinus ».


Ar werin dindan mestroniez ar Romaned. — Alouberez ar Romaned, o rei termen d’ar brezeliou a-ziabarz hag o tegas er vro micheriou nevez, a reas da genta ouz gwellaat muioc’h pe nebeutoc’h bividigez ar werin. An ijinerez, ar c’henwerz hag al labour-douar, a rae berz c’hoaz diwar amzer ar fran-

  1. Arepennis, muzul-gorread ar Gelted, a dalveze 12 ar 1/2. Da arpent eo aet e galleg.. *Arbenn e vefe e brezoneg.
  2. Bro ar Santoned, pobl geltiek. Santonika a zo aet da Saintonge e galleg.
  3. Bro ar Biktoned, aet da Boitou, e galleg.