Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
438
notennou diwar-benn ar gelted koz
danvez eleiz. Gwelout, da skouer, war Acad. des Inscr. et Bel. Let. Comptes rendus des séances, 1924, p. 240, sk. 1, eul lestr kavet en Alesia ha taolennet warnan daou zen kougoulet o fenn o hemolc’hi kirvi ; unan a zalc’h war-bouez eur gordenn eur c’harv-galver ; egile a zo o tiwarega eur saez ouz eur c’haro gouez deredet diwar glevout, Dastumadou bras Esperandieu (Galia), Lantier (Iberia), ar rolladou savet gant Salaün Reinac’h (gwelout, da skouer, e Répertoire des peintures grecques et romaines, p. 26, niverenn 1) a bourchaso danvez a-builh. — Henvel eo evit an doareou-sebelia gant ar Gelted : eul levr a-bez a vefe da sevel diwar o fenn, evel m’eo bet graet evit poblou-all. (M. M. 10-8-1943.)
————