Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/267

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
267
an ergerzout hag ar c’henwerza

geriou benna, carpentum, carruca, carrus, cisium, colisatum, covinnus, esseda pe essedum, petorritum, reda ; bez ’ez eus skeudennou) ; Joyce, Social Hist. II, pp. 401-10 ; Forrer, Chars et Sièges de parade chez les Gaulois, war Cahiers d’archéol. et d’hist. d’Alsace, mae 1921 (skeudennou, talvoudus-kenan).

(k) Diwar-benn al listri : O. Montelius, op. cit. pp. 29, 104-6. 110-3 (skeudennou) ; A. Bertrand, op. cit. p. 98 (sk.) ; Dottin, Manuel, pp. 163-5 ; Jullian, op. cit. II, pp. 210-3 : Cagnat ha Govau, op. cit. (sellit ouz ar geriou cymba, ponto ; sk.). War De Fodin, op. cit. p. 218, e vo gwelet skeudenn ar vag anvet e portugaleg Meia Lua da Gosta « Hanter-loarenn aod », stummet-henvel ouz kumba Hen-amzeriz.

Eur ger koz etrevrôadel a sevenadurez e tiskouez beza ar galianeg nausum, an iwerzoneg nau « lestr » : gresianeg naus « lestr », tro-damall (e iaoneg) nê(w)a ; sanskriteg navam ; latin navem (tro-envel navis) ; ejipteg (eur yez nann-indezeuropek eo an ejipteg) nebi « bageal ; baga, lestra ; karga ; bag ». Spisaet e vez orin ha ster an ano dre eur ger etrevrôadel-all : gresieg ne(w)ô ( = moarvat *nawiô), ejipteg neb, mandeeg (yez soudanek) no « neunvi, neui » [1]. Al lestr eo « an neunver », Autran, Tarkondemos, 1922, pp. 104-5.

D’an Tad Dom Godu, O. S. B., ez omp dleourien eus an arroud-man talvoudus evit gouzout eun alberz diouz ment al listri-mor e boaz er Ia kantved eus an amzervez kristen : al lestr ma ’z eas drezan sant Paol eus Palestina da Roma (pensea a reas e Malta) a oa warnan 276 treiziad (S. Lukaz, Aktou an Ebestel, XXVII).

(d) Diwar-benn ar marc’hegerez : Jullian, I, pp. 329-30 ; 349-50 ; II, 186-90 ; Joyce, II, pp. 410-22.

(e) Diwar-benn ar c’henwerz : Déchelette, I, pp. 619-30 ; II, 392-407 (a bouez bras) ; Montdius, p. 29 (a bouez), 57-63 ; Dottin, pp. 161-3 ; Jullian, II, pp. 233-9 ; Bonsor, Tartesse, New-York, Hispanic Society, 1922 ; Contenau, La Civilisation phénicienne, 1926, pp. 280-308 ; St. Gsell, Hist. anc. de l’Afrique du Nord, levrenn IV : la Civilisation carthaginoise, 1920 ; Toutain, L’Economie antique, 1927 ; Schakhmatov, Des rapports des Finnois avec les Celtes et les Slaves, war Bull. de l’Acad. des Sciences de Saint-Pétersbourg ; Archiv für slavische Philologie, XXXIII, pp. 51-99. Kroueria a zo da ober er roll-geriou keltiek-ha-slavek savet gant ar yezoniour russian, kenveria Rev. celt. 1912, p. 391 et seq. ; Meillet, Rev. des Et. slaves, I, 1921, p. 190, n. 1 ; A. Bertrand, La voie du Danube, war Gaule avant les Gaulois, eil

  1. E-pad nevez-varevez ar maen, e oa Morianed ar Soudan o veva er broiou anvet breman Marok, Aljeria, Tunizia, Tripolitana. E gre ar Romaned e oa dalc’het ganto c’hoaz glasenezennou (oazizou) ar Sahara. Argaset ez int bet diouz ar Maghreb e-doug an trede hag an eilvet milved kent H. S. gant gwenngroc’heneien deuet eus Europa hag Azia-Vihana, diouz oazizou ar Sahara gant ar Verbered kanvalegerien ha dremedalegerien e-kerz ar c’henta milved goude H. S. Ar yezou a gomzont breman a hanval beza dinaouet, darn anezo eus an hen-ejipteg pe ejipteg faraonek, darn-all eus an nevez-ejipteg (kopteg). En nes-amezegiez bet gwechall a-hed milvedou etrezo ha gwenngroc’heneien ar mor Kreizdouarek eman andon an henvelderiou a zo etre o giziou, o c’hredennou, o geriou ha re Europiz hag Aziadiz an Hen-amzer, Ch. A. Julien, Histoire de l’Afrique, 1941 ; Homburger, Les langues négro-africaines et les peuples qui les parlent, 1941 ; levriou (awenus dreist ha deskus-kenan) E. F. Gautier meneget e notenn 8 ar pennad IX.