Mont d’an endalc’had

Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/229

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
229
ar gounid-douar hag ar maga-loened

testou-skrid hen-amzerel o tenna d’an treuzpeurerez gant ar Gelted eo ar gwerzennou-man eus Claudianus (IVet kantved goude H. S.) en e varzoneg De consulatu Stilichonis :

Ut jam transfluvium non indignante Cauco
Pascat Belga pecus, mediumque ingressa per Albim
Gallica Francorum montes armenta pererrent.

War o divout, lenn pennad Jullian, L’Albis chez Claudien est, non pas l’Elbe, mais l’Alpe de Souabe, war Acad. des Ins. et Bel. Let. Comptes rendus des séances, 1921, pp. 250-3. An aradennad-veneziou anvet ganeomp Jura souabek, Rauhe Alp gant an Alamaned, a veze graet anezi Alba, Alpis, en Hen-amzer [1].





————
  1. Ledanoc’h talvoudegez a oa gant an anoiou meneziou gwechall-goz eget breman. Gant kosa skrivagnerien an Hellaz, menez Ripa « bronn an noz du » a vez graet eus an holl aradennadou-meneziou o taouhantera Europa etre reter ha kornog, adalek ar Balkaniou hag ar C’harpatou betek ar Pireneou. Mons Cebenna, hervez Hen-amzeriz, en em astenne eus ar Pireneou da uhelenn al Lingonikon (Langoan, bro-Langr), da lavarout eo e veze anvet Kebenna « Kein », neket hepken Cévennes ar c’hallegerien a vreman, hogen ivez ar meneziou a anvont Corbières diouz tu ar c’hreisteiz ha Côte d’Or diouz tu an hanternoz. Mons Vosagus a oa ano ar meneziou Faucilles, anvet c’hoaz Forêt de Voge, Bois de la Voge e 1687, hag ac’hano en em astenne an ano-se betek an Hardt en hanternoz. Arkunion, Erkunion, Orkunion, a zo bet graet eus an Alpou kerkouls hag eus ar meneziou en tu diouz an hanternoz da draonienn an Danao, H. a. Kalz a skoueriou-all a c’hellfed degas aman. Eun dra-all da deurel evez outi eo e toug alies stêr ha menez an hevelep ano : da skouer, e Galia, stêr Lesura, kenano da venez Lesura, hag e Kreiz-Europa, e gre Herodotos, ar stêriou Alpis ha Karpis. Evit ar stêriou diouforc’hek pe deirforc’hek a laka ar skanvbenneien a vreman da c’hoarzin goap ouz hena douaroniourien bro-Hellaz, eman peurliesa kuzet dindan o forc’hegez hentou-kenwerz a dremene eus an eil draonienn d’eben. Bez’ ez eus, hizio c’hoaz, en Europa, war an hent o staga aod ar mor Du ouz aod ar mor Baltik, diou stêr anvet Bug, d’ezo mammennou tost a-walc’h an eil d’eben, nemet unan eus an diou a ya d’ar mor Du, eben a gas he dour d’ar Baltik dre naoz ar Vistula.