laeron-vor breizat hag iwerzoniat ha da varo Conaire (Konarios), roue-meur Iwerzon ; danevellet eo en eil an argadenn graet en Ulster (Bro-Ulad) gant Medb (Medua), rouanez Vro-Gonnac’ht, da skrapa ar c’hole marzus Donn (Donnos) [1].
Ar brezoneg hag e lennegez. — Ar brezoneg ne voe ket kerkoulz ar bed gantañ ha gant an iwerzoneg. E-doug ouspenn tri c’hantved e voe enez Vreiz dindan an impalaerded roman hag, e keit-se, e voe romanaet eun darn vras pe vrasoc’h eus ar bobl. Hanter-zilezet, lavar ar vro a c’houzañvas kollou bras en e yezadur, e gevreadur, e c’heriadur. Kollou ar geriadur a voe dic’haouet, darn anezo, dre ampresta geriou digant al latin ha, pa guitaas ar Romaned enez Vreiz, e voe savet banniel al lennegez gant ar varzed ha, dre o c’hanaouennou, adrôet lufr da yez ar vro. Diwar neuze ne baouezas ket yez Kembre da veza eur yez sevenet. He lennegez, miret gant an dournskridou, eus an XIIet kantved ar re gosa anezo, a zo anezi danevellou e lavar-plaen, evel ar Mabinogion, barzoniezou, levriou war an istor, ar gwir, ar medisinerez, ar yezadur, hag all. Kresket eo bet ar c’hembraeg-bremañ gant eun teskad pinvidik a c’heriou gouiziegez, prederouriez ha lennegez tennet dioutañ e-unan hag a laka ar yez-se keit-ha-keit gant ne vern pehini eus yezou brasa Europa,
Gwaz a se, ne c’hoarvezas ket kemend-all gant ar c’herneveg ha brezoneg Arvor.
Diwar an Xet kantved, ma voe sujet Kerne-Veur da Vro-Saoz, e stagas ar c’herneveg da vont war e ziskar. E-doug an holl Grenn-amzer ne reas nemet divia ken na voe ehanet krenn da gomz anezan er XVIIIet kantved, war e lerc’h nemetken da lennegez eur pez-c’hoari santel bennak heñvelekaet pe trôet diouz ar galleg.
Brezoneg Arvor a zo bet en e vuhezeka eus ar Vet d’an Xet kantved. Neuze eo en em skignas dre ar c’hourenez a-bez, o vouga er rann izela anezi ar yez romanek hag o voulc’ha doun bro Sant-Brieg, Sant-Malo, Dol, Roazon, Redon ha Naoned. Eus an Xet d’an XIIet kantved, diwar abegou a vije
- ↑ Ar c’hole-se a oa anezañ seizvet furm eur mesaer-moc’h an doueed, aet tro-ha-tro da vran, da reunig, da vrezelour, da deuz, ha goude da breñv o veva en eun eienenn. Lonket e oa bet, er stad-mañ, gant eur vuoc’h ma oa ganet anezi ar c’hole marzus.