Veur an darnvuia eus ar c’hemmadennou o deus roêt d’ar yezou-se o stumm-bremañ. Ne voe ket heñvel dalc’hmat ar seurt kemmadennou en Iwerzon hag e Breiz-Veur hag ac’hane e sav disheñvelderiou c’hoaz etre an iwerzoneg hag ar brezoneg. Setu amañ eun nebeut skoueriou :
1) an iwerzoneg a vir an s e derou geriou an hengeltieg ; ar brezoneg e dro en h :
Hengeltieg siros |
Iwerzoneg sir |
2) an iwerzoneg a dro en f ar v hengeltiek e derou ar geriou ; ar brezoneg e dro e gw :
Hengeltieg vassos, vossos |
Iwerzoneg fos |
Brezoneg gwaz |
3) an iwerzoneg a goll an n dirak an t ; ar brezoneg a vir anezañ :
Hengeltieg arganton |
Iwerzoneg argat |
Brezoneg arc’hant |
An iwerzoneg hag e lennegez. — Eus an holl yezou nevez-keltiek an iwerzoneg, dreist-holl an hen-iwerzoneg komzet eus an VIIIet d’an Xet kantved, eo an heñvela ouz an hen-geltieg. An abeg da se eo ne voe biskoaz Iwerzon aloubet gant ar Romaned, ha ne ehanas ket keltieg Iwerzon da veza eur yez lennek studiet, komzet ha gounezet gant eun
- ↑ En hen-vrezoneg hukar, hokar.