Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
notennou diwar-benn ar gelted koz

brudet Kamulos hag a zeu da veza mamm an den-meur Vindos [1]. E buhez santez Berc’hed [2] e welomp he zad o tremen dirag ti eun drouiz anvet Matigenos [3], a ziougan he flanedenn vurzudus d’ar santez kent he c’hanedigez ; sklavez eo mamm Verc’hed ; he mestr, a zo ivez tad he bugel, he gwerz d’eun drouiz a gas anezi d’e di e lec’h e ro eur bañvez d’ar roue.

En enez-Vreiz eo, hervez Kaesar, e oa bet savet kelennadurez an drouized ha d’an enezenn-se ez ae da studia ar re eus drouized Galia a venne mont doun en anaoudegez anezi. En danevellou iwerzonek e welomp ivez an divinourien o vont e Breiz-Veur da varrekaat o gouiziegez.

N’eus meneg eus drouized gant ar skridou koz nemet e-touez Kelted Galia, Breiz-Veur hag Iwerzon. N’eus diazez ebet eta d’imp-ni da lakaat drouized e-touez poblou keltiek all eus Europa pe da gredi ez oa anezo abaoe an amzeriou pella. A-hend-all, bez’ e voe tud heñvel ouz an drouized e-touez poblou all eus an Europ : eus ar re-se e oa, da skouer, beleien o fenn touz ar C’heted, pobl dhrakiad, war eun dro beleien ha kelennerien evel an drouized, hag a zeske evelto ar brederouriez, skiant ar vuhezegez hag ar meizerez, doareou an natur, flach al loar, an heol hag ar stered, nerz al louzou hag ar frouez.

Donedigez ar Romaned a skôas eur c’hriz a daol ouz beli an drouized e Galia hag en Enez-Vreiz. Berzet striz e oa gant lezennou Roma an aberzou tud a oa dindan o dourn. En tu-hont da se, diskleriet en doa an impalaer Augustus e vije torret kement kenseurterez savet hep aotre al lezenn. Berzet e voe, da heul, bodadennou an drouized hag e lec’h ar vodadeg-veur e bro ar Garnuted, e voe dalc’het, diwar ar bloavez 12 kent H. S., bodad kuzul Galia, e kember an Arar hag ar Rotanos e Lugudunon, en-dro d’an aoter ramzel gouestlet da Roma ha da Gaesar Augustus. Ar skoliou, a voe savet e kêriou penna Galia, a lamas digant an drouized kelennadurez ar Gelted eus an noblans. Ar gwasa eo, an impalaer Tiberius, er bloaz 29 goude H. S., sur a-walc’h, da heul ar stourmadenn renet gant Sagro-

  1. Furmou boazet er IIet kantved eo ar re-se. E skridou ar Grenn-amzer e vez skrivet an anoiou-se Nuadu, Tadg, Cumall, Find.
  2. *Brigenti, *Brigeti (dre fatadur an n evel e carpat diwar karbanton) eo ar furmou boazet er IVet hag er Vet kantved.
  3. Maithgen e skridou ar Grennamzer.