Pajenn:Milin - Penaos karet Jezus-Krist.djvu/246

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 244 —

lavare : « Seul-vui e karomp an traou krouet, seul-nebeutoc’h a-ze e karomp Doue. » Evit kemeret eur stad a vuez, diouallomp ouz ar pez a fell d’hor c‘herent ; muioc’h e klaskont ho mad ho-unan eget mad hon ene-ni. Ne zellomp ket oc’h ar pez a lavar an dud diwar hor penn. oc’h ar stad a reont ac’hanomp, nag ive ken nebeud oc’h ar stad a reomp ac‘hanomp hon-unan. Red eo dilezel pep tra evit kaout pep tra, eme Thomaz a Kempiz.

20. — Arabad eo ez afe droug enn-omp, n'euz forz petra c’hoarvez gan-e-omp. Mar deu hor gwad da virvi eur weach-bennag, tavomp dioc’h-tu, ken a velimp e vezo torret var-n-omp. Rak-se ez eo mad ec‘h en em lakafemp araok, dre ar beden a galoun, da ziarbenn an droug a c’hellfe mont enn-omp divezatoc’h, ha war gement-man or bezet sonj euz ar pez a lavare sant Fransèz a Zal : « Pep gweach ma voa bet eat droug enn-han, pep gweach, emez-han, en devoa bet keuz. »

21. — Ar zantèlez hall a zo o karet Doue ha karantez Doue a zo oc’h ober ar pez a fell d’ezhan. Bez’ e tleomp eta en em lakaat etre daouarn an Aotrou-Doue ha digemeret a galoun kement tra, fall pe vad, a blijo gant-han digas d’e-omp. Enn hor pedennou, goulennomp eta bemdez ar c’hras da ober ar pez a