Flastret holl eo ganthan va c’hof
Va c’hein zo stok oc’h ann douar
Ioual a rann ’vel eur penn moc’h
A gren ar vuez enn he zivouar !
Pa helliz sevel euz ar c’houer
E oann leun fank penn da benn
Hag erruet e park ar glazder
E tenniz eur ribinaden… [1]
Va azen sammet a zevri
Ez ejomp o treuzigellat
Beteg eur goz hostaliri
Hon dalc’haz a zav eur pennad.
Er meaz Ian Skouarnet a lip brouskoun,
Ebarz, me a lounk gouzougad ;
Dond a riz ker reud, ker bouroun,
Ma oenn sammet ’vel eur zac’had.
Distro d’ar gear hep tamm irvin
Janned a ro d’in eur stavad
A dro raktal e dour va gwin ;
Kaout eur vrek ne-d-eo ket ebad !
Mar bez gouezet ebarz er vro
Em euz-me bet eur javedad
Da vorlarjez ar c’hiz a zo
War eun azen e vinn lekeat
Staget e vezinn war he gein
War va fenn eur bonned kornek
E leac’h brid he lost a zalc’hinn
Evit ma vezimp daou bennek. [2]
Pajenn:Milin - Oeuvres posthumes - 2.djvu/26
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 176 —