Mont d’an endalc’had

Pajenn:Milin - Oeuvres posthumes - 2.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 160 —

ha me etouez ann dud ne gavinn eur begad
evit terri va naoun nag hini va zorrad ?
na perak ’ta ann den, kaer en deveuz hada,
labourat a dorr-korf evid en em vaga
ne zastum euz he zouar nemet griziou c’houero ?
Perak e leac’h ar vuez e vedomp ar maro ?
Perak ? Dre ma c’hadomp pep kamed ar pec’hed
dre ma ’z-omp tud direiz gwasoc’h eget loened ;
gant pere e karfemp er menez pe er c’hoat
mond ac’halen da joum da viken evid mad ;
ha ne ve ket gwelloc’h peuri geod er prajou
chaokat kaol pe irvin, panez, pep seurt louzou
evel eur penn moc’h gouez ’ turiat divinouer,
evel eur marc’h dishual, digabestr, dibreder,
heb aoun d’en em vouga ha da vonet e gaou ; [1]
gellout astenn ar c’har, digeri ’r fronellou ;
beza e kreiz eur frost, dizoroc’h ha diboan, [2]
eget beva ama evel eun amprevan [3]
a rank en em ruilla, hep sevel oc’h harzou
enn hanvoez hag er pri, mont war he varlochou,
ruza evel eunn aer ne hell donet a benn
kaer en deuz en em drei da deleur he groc’hen,
eget beza flastret, pigoset gant an holl
a bil a nerz ho c’horf war-n-on gant kant morzoll

  1. En em vouga, m. à m. : s’étouffer.
  2. Soroc’h désigne le grognement des porcs.
  3. M. à m. : comme un reptile.