Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 96 —
Ruilla a ra war al letounen
Pe mont warlerc’h eur valafen,
Klask paka eur pesk er c’houer,
Dont goude gleb dour teil d’ar ger.
Evel-se e teu d’ar bugel
An nerz a zo red da zevel,
Nerz da zigeri he spered,
Ha nerz d’he galoun da garet.
Da garet he dud hag he vro,
Pa vez red d’harpa anezho,
Da garet feiz ha brezounek,
Da veza den mad, kalounek.
Evel-se eo war,ar mèsiou
E sao tud stard ho c’halounou,
Labourerien, martoloded,
Merc’hed goad iac’h enn ho goazied.
Ar bugel war ar meaz ganet
Gant leaz he vamm a zo maget,
Dre ma kresk laosket diluren
Da zond abred da veza den.
Gounid he voed abred a rank,
Labourat tenn hag hen iaouank ;
Goude c’hoari dastum fumez
Beza oc’h he boan digernez.