Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —
E gallek, latin ha gregach,
Ar geriou a baken be-weach [1]
A ranke beza tremenet
Dre ar brezounek em spered.
Neuze e sellen oud ar mor
Hag oud ar c’hoabr dreist an arvor,
Oud eur wennili o nijal
Ne zeske ket koz gregach fall.
Neuze ’m bije karet beza
Evel eur paotrik a iea
Gant he vagik d’ar red d’an aod,
Da c’hoari beza martolod.
Neuze pa c’hellen-me astenn
Va divesker war an teven,
Paka an aod enn eur redek,
Me a roe avel d’ar gallek.
Neuze a-vad, neuze ’ c’hoarien
Diarc’hen, dizolo va fenn,
E lammen dreist mein ha bizin
Gant eur c’horfad latin kegin.
O tont d’ar gear p’en em gaven
Pe enn hent pe war ar grec’hen
Gant paotr pe baotrez euz va oad,
E veze c’hoari pe grogad.
- ↑ Forme Léonaise ; par abus pour wech ou vez. (Cf. Iat. : vice. Esp. vez ; d’où gwerz et gwech). Introduite ici pour la rime, mais on doit l’éviter parce qu’il pourrait y avoir confusion avec eur veach : un voyage (beach vad) étant du féminin.