» Bugel a zebr gant eur c’heas koz
» A zigas war he benn bennoz,
» Deut da vraz mar kar kenderc’hel
» Da rei d’ar paour muia a c’hell. »
« Pa vezi d’as tro war an oad
» E weli paotr, pegen ebad
» Beza bet gant paour o preja
» Penaoz-bennag c’hellfez beza. »
Gwelloc’h oa c’hoaz ar pez a re
Eget kemend a lavare ;
He welet a ioa eur gentel
Ne voa d’in koulz na dreist-hi gwell
Eur gentel oa hag a zesken
Hep kalz a boan dre ma kresken,
N’em beuz ket he ankounec’hêt
He ankounac’hât ne rin ket,
Ne gav ket d in ’ parfe biken
Kurunen Doue war dal eun den
’ Laka spered, enor hag aour
Dreist ar garantez oc’h ar paour.
Truez en deuz Jezuz hon tad
Oc’h karantez ha kaloun vad ;
Gant ho ’ lugern ar Baradoz
Kaeroc’h eget heol hanv dioc’h an noz.
Pajenn:Milin - Oeuvres posthumes - 1.djvu/81
Neuz
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 86 —