Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —
Skiant ar bugel a daol evez
A ziouan d’ezhan gwiziegez,
Iec’hed, eurusted, ha furnez
Gant ma labouro digernez.
Evel gant va mamm ha va zad,
Gant va eontr e voe d’in ebad
Deski traou kaeroc’h eged aour,
Evel er gear, karet ar paour.
Gant ar paour bemdez e prejen ;
Ar paour ha me en eur gichen
Ni ’ zebre farz, patatez, iod,
Ha beb eil tro a skoe er pod.
Pa veze d’in an tamm kenta.
’ Veze d’ar paour an diveza,
Ha n’euz forz petra a vije
Ni, etre-z-omp en em gleve.
Ha koulskoude neuze ’ kaven
Kalz naturoc’h bara panen
Pe iod, pe leaz, pe batatez
Fget hirio kik rost, krampoez.
Va iontr a c’hoarze o welet,
Ha me gav d’in c’hoaz he glevet :
« Mad eo ranna gand ar paour keaz
» ’Vit beva koz ha mervel eaz. »