Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —
II
PA VOAN POTR BIHAN
————
Gant-han ez oun bet badezet
Ha d’in, kristen, e roaz hano
He vreur iaouank nevez-maro.
Goude, d’he di eus ti va mamm
Ez ejoun da joum iaouank flamm,
Ha mar boe den euruz biskoaz
Eo me gant-han tost d’ugent vloaz.
Gant-han, me a zo bet savet
Gant-han gwisket, skoliet, karet,
Oc’h he welet ’ tesken bemdez ;
N’euz den euruz hep madelez.
Araok, gant va mamm ha va zad
Em boa desket meur a dra vad ;
Da bevar bloaz lenn brezounek
Ha karet ar paour ezommek.
Eat da Zantek war-dro c’houeac’h vloaz,
E ti va iontr, e voe d’in eaz
Diwar c’hoari ar gornigel
Kreski eun tamm va skiant bugel.